Saisissez votre mot-clé

job_listing

Kelenner.ez brezhoneg

Kelenner.ez brezhoneg

  • kevredigezh
  • Stummer.ez
  • Montroulez

Site web KLT

Emañ K.L.T. (Kerne – Leon – Treger) o klask ur g/c‘helenner.ez brezhoneg evit an dud deuet ha reiñ un tañva eus ar brezhoneg er skolioù
Lec’h labour : Montroulez ha bro Montroulez Framm : K.L.T. Tachenn : Kelenn e brezhoneg Doare : Darnamzer (kevrat termenet he fad : Miz Gwengolo 2019 – Miz Meurzh 2020 ), emglev a-stroll ar buheziñ Post da bourvezañ adalek penn kentañ miz Gwengolo 2019
DESKRIVADUR AR POST : → Kelenn brezhoneg d’an dud deuet, dre gentelioù sizhuniek ha stajoù, war meur a live → Reiñ un tañva eus ar brezhoneg er skolioù publik
BARREGEZHIOÙ / DOARE DEN : → anaoudegezh mat eus ar yezh (DBY live B2 d‘an nebeutañ) → bezañ stummet war kelenn ar yezhoù bev a vo deuet mat → bezañ tapet skiant-prenet war ar c’helenn d’an dud deuet ha d‘ar vugale a vo deuet mat → gouzout displegañ ar yezh diouzh live an deskarded → gouzout ober diouzh tud ha liveoù a bep seurt → bezañ madelezhus ouzh ar re all, kaout pasianted, bezañ startijenn gantañ / ganti → bezañ gouest da labourat asambles gant ar gelennerien all → aotre bleniañ hag ur c’harr-tan ret
Kas CV ha lizher da : KLT – 41 Quai de Léon / 41 Kae Bro Leon – 29600 Morlaix / Montroulez, a-benn ar 15 a viz Gouere 2019 d‘an diwezhatañ.

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à klt@wanadoo.fr