Saisissez votre mot-clé

job_listing

Animatour / Animatourez desavadruel bugaligoù e magouri

Animatour / Animatourez desavadruel bugaligoù e magouri

  • Magouri
  • Roazhon

Babigoù Bro Roazhon

En em ginnig a-raok an 31 a viz Genver 2019
Post da gemer buhan
babigoubroroazhon@gmail.com
Renerez : Margot LOUARN – President : Jocelyn DEQUE
Deizad an emdannadur : 28/12/2018
Lec’h : Roazhon
Ranvro : Breizh
Kod-post : 35200
Embregerezh/ Kevredigezh : Babigoù Bro Roazhon
Micher: TGM animatour/ animatourez desavadurel bugaligoù
Kevrat: Kevrat didermen (CDI)
Amzer-labour: Leun-amzer, 35 e /sizhun
Skiant prenet : neveziad asantet
Barregezh rediet : brezhoneg (live B2)

Diskirvadur ar gevredigezh hag al liesdegemer

Ar gevredigezh Babigoù Bro Roazhon zo kevreet gant ar gengevredigezh Babigoù Breizh. Ur
gevredigezh « lezenn 1901 hep pal kenwerzhel » eo. Babigoù Bro Roazhon a sav hag a grou
ensavadurioù divyezhek dre soubidigezh evit are vihan-tout e Ill-ha-Gwilen.
Brezhoneg eo yezh ar vuhez el liesdegemer. Galleg a zo implijet evit skoazellañ pa eo ret. An
eskemmoù gant an tiegezhioù a c’hall bezañ graet e galleg.
Oberezioù a zo ijinet evit respont ouzh ezhommoù ispisial ar raktresoù desavadurel ha
pedagogel. Divyezhegezh a re vihan-tout hag al liamm gant yezhoù mamm an tiegezhioù zo
e-kreizh ar rakrtesoù.
An ensavadur implijer a zo anvet « Bisigoù ». Ur vagouri liesdegemer eo. 16 plas a zo evit
bugaligoù etre 2 viz ha 4 bloaz. Degemer a reomp ar vugale en ur mod reoliek, pouentel pe
dre mallusted. En ur c’harter pouezus evit « politikerezh ar ger Roazhon » emañ ho
liesdegemer.

Deskrivadur an implij
Kemer a reoc’h ar perzh en ober war-dro ar vugale dre vras war ar pemdez. Kenlabourat a
reoc’h gant tud a vicher ar skipailh en ur zoujañ diouzh ar raktres desavadurel ha pedagogel.
Trevelloù pennañ :
Degemer pep bugel hag e gerent. Ober war-dro o diorren psikologel ha fisikel en ur
mod doujus.
Diwall ouzh yec’hed, eurvad ha preder ar bugaligoù.
Treuzkas keloù pouezus evit ar bugaligoù etre al liesdegemer hag an tiegezhioù
Kemer perzh en drevelloù pemdeziek : freskaat ar babigoù, fardañ boued, gwalc’hiñ al
lienaj, ober ar menaj, renkañ ar salioù buhez
Doujañ ouzh reolennadurioù, kerzhadurioù ha lezennoù bed ar bugaligoù
Gopr hervez emglev labour a-stroll « Obererien al Liammoù Sokial ha Tiegezhel ».

Profil an den klasket
Anavezout a reoc’h pedagogiezhioù oberiant. Kustumet oc’h evit sevel un endro ag a lak pep
bugel da greskiñ en e lusk.
Un den emren, sirius hag aketus oc’h. Labourat en un ensavadur ag a lak an den e kreiz ar
raktres a blij deoc’h. Darempredoù mat gant an dud o peus.
An TGM Animatour/Animatourez desevadurel bugaligoù a zo tapet ganeoc’h. Skiant-
prenet a zo ganoec’h e vefe mat
Aes eo evitoc’h labourat war un urzhiater
Komz, skrivañ ha lenn a ra brezhonneg en un doare aes (live B2)

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à babigoubroroazhon@gmail.com