Saisissez votre mot-clé

job_listing

DEN DAVE TEKNIKEL

DEN DAVE TEKNIKEL

  • Magouri
  • Gwened

Babigoù Bro Gwened

Babigoù Bro Gwened a zo o tuta evit he mikromagouri Kerbihan staliet e Gwened, 125 bali ar Marichal Juin, an DEN DAVE TEKNIKEL
Babigoù Bro Gwened recrute pour sa micro-crèche de kerbihan, située à Vannes, 125 avenue du Maréchal Juin, le/ la RÉFÉRENT/E TECHNIQUE
Kevrat didermen leunamzer
CDI à temps plein
adalek ar 26/08/2019
à compter du 26/08/2019
Barregezhioù ret :
Compétences requises :
Bezañ barrek d’ober gant ar brezhoneg, kaout an diplom « edukatourez ar re vihan » pe kenkoulz. Gouzout merañ ur strolladig bihan tud a vicher.
Etre capable de s’exprimer en breton. Disposer du diplôme d’éducatrice de jeunes enfants ou équivalent. Savoir gérer une petite équipe de professionnelselles.
Meret eo ar vikromagouri « Kerbihan » gant ar gevredigezh (hervez lezenn 1901) anvet « Babigoù Bro Gwened ». Aotreet eo gant Kuzul-departamant ar Mor-Bihan. Degemer a ra ingal ha/pe a-wechadoù, bugaligoù etre 10 sizhun ha 4 bloaz. Brezhoneg eo yezh ar vikromagouri.
La micro-crèche « Kerbihan » est une structure gérée par l’association (loi 1901) « Babigoù Bro Gwened ». Elle est agréée par le Conseil Départemental du Morbihan. Elle assure l’accueil collectif régulier et/ou occasionnel d’une capacité maximale de dix enfants âgés de 10 semaines à 4 ans. La langue de vie au sein de la micro-crèche est le breton.

PAL/
FINALITÉ
Kas a ra da benn ar c’hefridioù a sell ouzh ren ar vikromagouri ; kefridioù melestradurel, reoliñ ha kefridioù oberatael a sell ouzh degemer ar vugale : buheziñ al lec’h-degemer, aozañ ar prederiañ hag an naetaat, an darempredoù gant ar familhoù ha gant ar gevelerien diavaez.
Il/elle assure les missions de direction de la micro-crèche : administrative, managériale et des missions opérationnelles concernant l’accueil des enfants : animation de l’établissement, organisation des soins et hygiène, relations aux familles et aux partenaires extérieurs.
E karg emañ eus mont-en-dro mat ar vikromagouri : labourat a ra gant ar gevredigezh « Babigoù Bro Gwened » evit ma vefe roet ur servij a-feson hag ur roll reoliñ ar c’hopridi en deus/he deus ivez.
II/elle est responsable du bon fonctionnement de la structure ; il/elle travaille en coopération avec l’association « Babigoù Bro Gwened » pour assurer la qualité de service et a un rôle de management du personnel.
Emañ en e/he z/dalc’h steuñviñ, aozañ, studiañ ha kontrolliñ, en ur zoujañ ouzh efedusted ha kalite ar pourchasoù, penaos e vez lakaet e pleustr raktres pedagogel a-ziforc’h ar vikromagouri gant ar skipailh a vicher, hag e darempred gant ar gerent.
Il/elle a pour rôle de planifier, organiser, piloter et contrôler, en veillant à l’efficacité et la qualité des prestations, la mise en œuvre par l’équipe des professionnels du projet pédagogique spécifique à la micro-crèche, et ce en relation avec les parents.
Derc’hel a ra kont eus heñchadurioù ar gevredigezh «Babigoù Bro Gwened », hag eus ali ar gevelerien ensavadel.
Il/elle tient compte des orientations de l’association « Babigoù Bro Gwened », et des partenaires institutionnels.

AR POST
/LE POSTE
35e ar sizhun :
35h par semaine:
Paeet hervez ar c’hwelgevrat Snaecso-Alisfa, gant ar feur 468. Ar gopr kriz a zo 2129€ ar miz, kaset da 1670€ rik goude ma ve bet tennet ar skodennoù.
Rémunération selon la convention collective Snaecso-Alisfa au coefficient 468. La rémunération brute est de 2129€ par mois, conduisant à une rémunération nette de 1670€.
Den-dave teknikel ar vikromagouri zo lakaet dindan aotrouniezh hag atebegezh ar gevredigezh a ver ar vikromagouri.
Le/la référent/e technique de la structure est placé sous l’autorité et la responsabilité de l’association gestionnaire de la micro-crèche.

MONT WAR AR RENK O SKRIVAÑ DA vBABIGOU BRO GWENED, 125 bali ar Marichal Juin, 56 000 GWENED evit an 30/06/2019 d’an diwezhatañ.
CANDIDATURES A ADRESSER A BABIGOU BRO GWENED, 125 avenue du Maréchal Juin, 56 000 VANNES, au plus tard pour le 30/06/2019.