Saisissez votre mot-clé

job_listing

Den dave teknikel

Den dave teknikel

Site web Youn ha Solena

Yuna, den dave teknikel ar vagouri Youn ha Solena a raio un ehan pemzek miz evit kas ur raktres personel da benn, adalek Genver 2019. Emaomp o klask un erlec’hier-ez enta, da gregiñ e kreiz miz Kerzu. Ur vrezhonegerez/brezhoneger emaomp o klask evel-just. Neuze trugarez da rannañ hor c’hinnig en ho rouedad, trugarez. Ar CVoù ha lizhiri emstrivañ zo da gas betek ar Yaou 22 a viz Du.

CV ha lizher emstrivañ da gas da assoyounhasolena@kmel.bzh ha da maxgzl@hotmail.fr

Ho kefridioù : kas a rit da benn ar c’hefridioù ren gant ar gevredigezh Youn ha Solena : melestradur, merañ ar skipailh. Degemer a rit ar vugale en ur mod pleustrek : buheziñ al lec’h degemer, aozañ ar prederiañ hag an naetaat, an darempredoù gant ar familhoù ha gant ar gevelerien diavaez. C’hwi zo e karg eus mont-en-dro reizh ar framm. Aozañ, kenurzhiañ, reoliañ sturiañ ha kontrollañ a rit an traoù en ur ziwall ouzh efedusted ha kalite ar pourchasoù. Sellout a rit ouzh doareoù ar skipailh da lakaat ar raktres pedagogel e pleustr. Derc’hel a rit kont eus choazoù ar gevredigezh hag ar gevellerien.

28e ar sizhun

Stummadur
Bac+3, Bac+4 klañvdiour-ez pe babigour-ez. Dre ret e tleit bezañ an diplom-mañ ganeoc’h. 3 bloavezh skiant-prenet.

pe Bac+3, Bac+4 Desaver-ez bugaligoù. Dre ret e tleit bezañ an diplom-mañ ganeoc’h. 3 bloavezh skiant-prenet.

Brezhoneg live B2

Gopr : 1700.69 € kriz

Lec’h labour : Sant-Ervlan (e-kichen Naoned)

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à assoyounhasolena@kmel.bzh