Saisissez votre mot-clé

job_listing

Edukatour / Edukatourez bugaligoù e Magouri

Edukatour / Edukatourez bugaligoù e Magouri

  • Magouri
  • Roazhon

Babigoù Bro Roazhon

En em ginnig a-raok an 31 a viz Genver 2019
Post da gemer buhan
babigoubroroazhon@gmail.com
Renerez : Margot LOUARN – President : Jocelyn DEQUE
Deizad an embannadur : 28/12/2018
Lec’h : Roazhon
Ranvro : Breizh
Kod-post : 35200
Embregerezh/ Kevredigezh : Babigoù Bro Roazhon
Micher: Edukatour/Edukatourez bugaligoù
Kevrat: Kevrat didermen (CDI)
Amzer-labour: Leun amzer, 35 e /sizhun
Skiant prenet : diplomet, neveziad asantet
Barregezh rediet : brezhoneg (live B2)

Diskirvadur ar gevredigezh hag al liesdegemer

Ar gevredigezh Babigoù Bro Roazhon zo kevreet gant ar gengevredigezh Babigoù Breizh. Ur
gevredigezh « lezenn 1901 hep pal kenwerzhel » eo. Babigoù Bro Roazhon a sav hag a grou
ensavadurioù divyezhek dre soubidigezh evit are vihan-tout e Ill-ha-Gwilen.
Brezhoneg eo yezh ar vuhez el liesdegemer. Galleg a zo implijet evit skoazellañ paz’ eo ret.
An eskemmoù gant an tiegezhioù a c’hall bezañ graet e galleg.
Oberezioù a zo ijinet evit respont ouzh ezhommoù ispisial ar raktresoù desavadurel ha
pedagogel. Divyezhegezh a re vihan-tout hag al liamm gant yezhoù mamm an tiegezhioù zo
e-kreizh ar rakrtesoù.

An ensavadur implijer a zo anvet « Bisigoù ». Ur vagouri liesdegemer eo. 16 plas a zo evit
bugaligoù etre 2 viz ha 4 bloaz. Degemer a reomp ar vugale en ur mod reoliek, pouentel pe
dre mallusted. En ur c’harter pouezus evit « politikerezh ker Roazhon » emañ ho
liesdegemer.

Deskrivadur ar post
An edukatour/edukatourez bugaligoù a genlabour tost gant renerez al liesdegemer. Karget
eo eus diorren ar vugaligoù hag eus ar raktres pedagogel . Klask a reomp un den a zo en e
aes gant al labour a-stroll.
An edukatour/edukatourez bugaligoù a ra war-dro an diorren pazenn-ha-pazenn evit pep
bugel bihan. Un endro doujus ouzh pep bugel a zo ret dezhañ/dezhi sevel evit o bleuniadur.
Trevelloù pennañ :

Degemer pep bugel hag e gerent. Ober war-dro o diorren psikologel ha fisikel en ur
mod doujus.
Diwall ouzh yec’hed, eurvad ha preder ar bugaligoù.
Skoazallañ ar skipailh gant startijenn. Buheziñ emvodoù hag aesaat ar c’henlabour
etre ar skipailh micherel.
Ijinañ ha lakat e pleustr raktres pedagogel al liesdegemer. Pep tra graet ganeoc’h a
vo rediet da vezañ kempoell gant ar raktres desavadurel.
Magañ al liamm gant an tiegezhioù, an tud a vicher hag ar gevelerien.
Treuzkas keloù pouezus evit ar bugaligoù etre al liesdegemer hag an tiegezhioù
Kemer perzh en drevelloù pemdeziek : freskaat ar babigoù, fardañ boued, gwalc’hiñ
al lienaj, ober ar menaj, renkañ ar salioù buhez
Doujañ ouzh reolennadurioù, kerzhadurioù ha lezennoù bed ar bugaligoù
Merañ oberezioù evit sikour ar renerez (rentañ-kont eus an emvodoù, sevel implij-
amzer ar skipailh)
Kenlabourat gant ar renerez evit sevel tres ar stummadurioù micherel.
Gopr hervez emglev labour a-stroll « Obererien al Liammoù Sokial ha Tiegezhel ».

Profil klasket
Anavezout a reoc’h pedagogiezhioù oberiant. Kustumet oc’h evit sevel un endro ag a lak pep
bugel da greskiñ en e lusk.
Un den emren, sirius hag aketus oc’h. Labourat en un ensavadur ag a lak an den e kreiz ar
raktres a blij deoc’h. Darempredoù mat gant an dud o peus. Barreg oc’h da sellaou ar re all
evit diskoulmañ an traoù.An diplom Edukatour/Edukatourez bugaligoù a zo bet tapet ganeoc’h. Ma’z o peus skiant-
prenet war al labour-se e vefe gwelloc’h.
Aes eo evitoc’h labourat war un urzhiater
Komz, skrivañ ha lenn a reoc’h brezhoneg en un doare aes (live B2)

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à babigoubroroazhon@gmail.com