Saisissez votre mot-clé

job_listing

HANTEROUR.EZ SEVENADUREL

HANTEROUR.EZ SEVENADUREL

Tuta a ra Telenn un hanterour pe un hanterourez sevenadurel evit diorren raktres kevredigezhiel an Ti ar Vro – l’Ôté. Diorren ha sevel a ra ar raktresoù merket gant ar burev, e liamm gant ar genurzhierez.

Dindan kiriegezh Prezidant Telenn eo ar post, hag e liamm eeun gant ar genurzhierezh.

Ur c’hevread a ouzhpenn 25 kevredigezh e bro Sant-Brieg eo Telenn gant ar pal broudañ sevenadur Breizh war an takad. Merañ ha buheziñ a ra an Ti ar Vro war vord al Lege e Sant-Brieg. Kinnig a ra obererezhioù ha darvoudoù e liamm gant sevenadur Breizh a-hed ar bloavezh.

KEFRIDI:

Hanterouriezh sevenadurel :

o Diorren obererezhioù brudañ sevenadur Breizh dreist-holl etrezek ar yaouankiz (bugaligoù, skol, tro-skol, diavaez skol). o Lakaat war sav ha buheziñ atalieroù hag hentadoù pedagogel o Renabliñ barregezhioù ar c’hevread ha diorren e garned /he c’harned chomlec’hioù (kevelerien ha perzhidi) o Klask kevelerezhioù ha mamennoù nevez arc’hantaouiñ o Aozañ darvoudoù arzel ha sevenadurel liammet gant sevenadur Breizh. o Merañ budjed an darvoudoù o Ober war-dro an evezh sevenadurel o Merañ ar raktres sevel ur greizenn dudi e brezhoneg

Kehentiñ : – Kehentiñ diabarzh : o Lakaat izili ar c’hevread da gemer perzh e raktresoù boutin. o Kelaouiñ ar genurzhierezh hag ar velestrourien diwar-benn araokadennoù ar raktresoù.

– Kehentiñ diavaez : o Sevel dielloù kehentiñ : skritelloù, follennoù-nij o Hizivaat al lec’hienn Internet o Kehentiñ war ar rouedadoù sokial (Facebook, Twitter…) o Prientiñ teuliadoù kelaouiñ, darempredoù gant ar gazetennerien o Sevel ur press book
PROFIL :

Bac+3 seurt Hanterouriezh raktresoù sevenadurel. Skiant-prenet c’hortozet 2 vloaz.

Gouiziegezh resis : – Mestroni ar brezhoneg – Mestroni ar gallaoueg a zo degemeret mat – Anaoudegezh bed ar c’hevredigezhioù (ensavioù, buhez kevredigezhiel, oberiadennoù) – Anaoudegezh sevenadur Breizh

Chemet :
o Bezañ barrek da skrivañ mat (reizhskrivadur, ereadurezh) o Anavezout diazezoù ar c’hehentiñ ha binvioù an empennañ grafek o Bezañ barrek da varc’hata o Merañ raktresoù sevenadurel o Buheziñ oberiadennoù sevenadurel ha pedagogel o Implijout meziantoù stlenngraferezh (Photoshop, Indesign…), binvioù stlennerezh, rouedadoù sokial o Respont ur wech an amzer d’an ezhommoù melestradurel ha da ezhommoù degemer ar c’hevread e plas ar genurzhierez.

Gouiziegezh bezañ o Bezañ gouest da genlabourat gant ur skipailh hag en ur rouedad o Piljadur gantañ/ganti da grouiñ o Urzhiet, sirius, merañ e/he amzer o Emrenerezh o Nerzh kinnig o Evezhiegezh, tommder o Digor-spered

AR POST :

– Gopret hervez Emglev-stroll ar buheziñ –Strollad 4 – Feur 280 – Kevreat termenet ur bloavezh hag a c’hallo bezañ adnevezet – 0.75 ILA – Post-labour diazezet e Sant Brieg 22000 – Aotre-bleniañ B ha karr-tan personnel ret – Dav e vo en em ziblasañ – Deiziad termen an emstrivadurioù d’an 21 a viz Eost 2018 – Post da bourveziñ e penn-kentañ miz Gwengolo

Trugarez da gas ho emstrivadur war anv Prezidant Telenn, Louis Le Bret, dre bostel (contact@tiarvrosantbrieg.bzh) pe dre lizher (Ti ar Vro, 138 straed al Lege 22000 Sant-Brieg).

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à contact@tiarvrosantbrieg.bzh