Saisissez votre mot-clé

job_listing

Kargad-ez a diorren

Kargad-ez a diorren

  • CDI
  • Magouri
  • Gwened

Site web Babigoù Breizh

Deiziad enfredañ : an abretañ posubl

Statud : kevrat didermen 35h, eurvezhioù boutin gant labour a-wechoù e-pad dibennoù sizhun ha nozvezhioù

Emglev labour a-stroll : Emglev a-stroll Broadel (CCN) oberourien al liamm sokial ha tiegezhel.

Lec’h labour : Sez ar gevredigezh e GWENED gant beajoù difrejet

Skiant prenet : 2 bloavezh

Gopr miziek : 1 850€ kriz

Gennad labourerezh : Pal ar gevredigezh a zo da krouiñ ur rouedad lec’hioù degemer evit ar vugaligoù e brezhoneg e Breizh (war ar 5 departament).

DESKRIVADUR AR GINNIG :

Dindan aotrouniezh kuzul merañ ar gevredigezh, e karg emaoc’h krouiñ ha diorren ur rouedad rannvroel a vagourioù dre soubidigezh e brezhoneg. Ret eo deoc’h startaat en un doare padus stad arc’hantel mikro-magouri Gwened, dre kevrata he zek flas gant strollegezhioù publik hag embregerezhioù. Ret eo deoc’h ivez sikour raktresoù magourioù dre soubidigezh nevez er Rannvro (Brest, Roazhon) ha lansañ raktresoù nevez e Breizh.

KEFRIDIOU :

– Kavout arc’hantaouerien nevez (strollegezhioù tiriadel hag embregerezhioù) evit kreñvaat ar vikro-magouri a-vremañ.

– Bremanaat diagnostik an tiriad evit anavezout penaos diorren raktres Babigoù Breizh.

– Lakaat da anavezout penaos e vez krouet ur vagouri pe ur mikro-vagouri d’ar re eo o mennozh sevel ul lec’h degemer e brezhoneg evit ar bugaligoù.

– Ambroug raktresoù magourioù dre soubidigezh e Breizh, ha kemer perzh enno evit o seveniñ.

– Kemer perzh e merañ a bemdez ar gevredigezh.

Ret eo deoc’h bezañ bet diplomet gant ar skol-veur, mestroni a reoc’h binvioù urzhiataerezh mestroniañ binvioù ar stlenn, gouzout penaos ren un argerzh kenwerzhel, ha bezañ brezhoneger.

En ho aes en darempredoù hag er skridoù, emaoc’h barrek da luskañ ur strollad. Kaout skiant-prenet en doare ma ya ur gevredigezh, a vefe ur berzh ouzhpenn.

Kas CV ha lizher emginnig d’ar bostel-mañ :

BBGrecrutement@gmail.com

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à bbgrecrutement@gmail.com