Karget a ziorren
Site web Scop Roudour
Brezhoneg diouzh an dibab
Post leunamzer e Kemper. Teir c’hefridi pennañ ho po d’ober war o zro. 1: kehentiñ: brudañ obererezhioù ar framm dre veur a zoare (lec’hienn genrouedad, rouedadoù sokial, skritelloù…) e meur a lec’h e Breizh. 2: ober war-dro al lec’h, aozañ implij ar salioù, merañ mont en-dro hollek an ti e Kemper. 3: skoazell melestradurel: degemer an danvez deskarded, sikour da sevel teuliadoù, respont d’ar goulennoù dre bellgomz / dre bostel / dre lizher, treuzkas titouroù.
Barregezhioù: troet gant ar genrouedad hag an teknologiezhioù kehentiñ, gouest da verañ ul lec’hienn genrouedad, pajennaozañ, sevel lizhiri kelaouiñ, urzhiet mat, anavezout bed ar stummañ dre vras.
Kevrat micherelaat war 9 miz hanter, a c’hellfe mont da gevrat didermen, stummet e vefec’h evit tapout ar barregezhioù a vankfe deoc’h e penn kentañ ar gevrat.
Gopr diouzh kenemglev stroll an aozadurioù stummañ, live D.