Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Kargad-ez Diorren

Kargad-ez Diorren

Site web Mignoned ar brezhoneg

Deiziad kregiñ gant al labour : 07/01/2019

Kevrat: Didermen he fad; 35 eurvezh/sizhun; emglev a-stroll ar buheziñ (strollad B) hag a c’hello kreskiñ;

Lec’h labour: Ti ar Vro Bro-Gwened ha pellabour;

Kas ho emstrivadur (CV + lizher emginnig e brezhoneg) da prezidant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg a-raok an 30/11/2018 dre bostel: darempred@mignoned.bzh

 

AR GEVREDIGEZH “MIGNONED AR BREZHONEG”

E 2013 e oa bet krouet “Mignoned ar Brezhoneg”. Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo. Aozañ a ra:

– Gouel Broadel ar Brezhoneg bep eil bloaz. D’ar 7-8-9 a viz Even 2019  e vo e Langoned ar wech o tont.
– Ar raktres “Stal.bzh”: ul lec’hienn internet evit renabliñ an embregerezhioù liammet gant ar brezhoneg.
– Pourchasoù: kehentiñ, stummadurioù, krouiñ ha gwerzhañ produioù, darvoudoù e brezhoneg.

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à darempred@mignoned.bzh