Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Animatour brezhoneger

Animatour brezhoneger

  • CDD
  • Hanvec

Site web Park natur rannvroel Arvorig

Animatour brezhoneger ar Park a vo e gefridioù pennañ ober war-dro abadennoù ha troiadoù henchet divyezhek ha sevel danvez evit an hanterouriezh divyezhek evit ar c’hallegerien ha brezhonegerien. Abadennoù ha troiadoù e brezhoneg a c’hell bezañ savet.

Ret e vo dezhañ ober ivez war-dro degemer an dud evit sikour ar gwazour a ra war-dro an degemer. An animatour a vo dindan beli renerez sevenadur hanterouriezh Park natur rannvroel Arvorig e liamm gant kenurzhierezh skipailhoù hanterouriezh ar Park hag animatourez dave domani Menez-Meur

Ar c’hefridioù pennañ a zo :

 

Ober war-dro abadennoù divyezhek galleg/brezhoneg dindan an amzer pe barzh salioù war demoù evel ar vevliesseurted tiadel ha gouez, an dremmvroioù, metoù naturel Breizh..

Ober war-dro abadennoù divyezhek e-pad gouelioù bras pe e buhez ordinal an domani hag hini ar Park.

 

 

Ober war-dro abadennoù divyezhek ‘barzh ar skolioù

 

Ober war-dro abadennoù e brezhoneg hag abadennoù all e galleg e domani Menez-Meur ha war tiriad ar Park.

 

 

Kemer perzh e diorren ar c’hevelerezhioù war dachenn ar brezhoneg

Sevel danvez hanterouriezh divyezhek o tegemer gallegerien ha brezhonegerien hervez c’hoantoù an dud

 

Leuniañ pajenn facebook domani Menez-Meur gant keleier e brezhoneg

Ret e vo ivez

Digeriñ an domani, gwerzhañ tikedoù evit mont ‘barzh evit sikour ar gwazour karget deus an degemer

Sikour ar gwazour a ra war dro an degemer el lec’h debriñ

Ober war-dro kefioù an tikedoù, ar stal hag al lec’h debriñ

 

 

Profil an den c’hoantet

·        Mestroniañ ar brezhoneg skrivet ha komzet

·        Gouiziegezhioù naturour ha gouiziegezhioù diwar-benn ar gladoù naturel ha sevenadurel lec’hel

·        Gouiziegezhioù diwar-benn buheziñ ar strolladoù pedagogiezh ar vugale, reolennoù surentez evit degemer ar strolladoù ….

·        Mestroniañ ar benveg urzhiataerezh

·        Mestroniañ ar saozneg

·        Gouzout yezh ar sinoù a vefe mat

Anavezout mont en-dro ar Parkeier natur rannvroel hag ar strollegezhioù tiriedel a vefe un dra vat

Barregezhioù  ha Gouiziegezhioù dre ret

·        Gouzout ober gant an dud

·        Bezañ plijet da labourat ‘barzh ur skipailh

·        Bezañ liesvarrek

·        Bezañ urzhiet mat ha gouest d’ober hervez an ezhommoù

·        Prest da reiñ amzer

·        Troet war ar bedagogiezh

Divizoù ha redioù

Kevrat termenet a 9 miz amzer diglok

An amzer labour a red war ar bloavezh. Labouret ‘vez e-pad an dibenn-sizhun hag ar vakañsoù evit klotañ gant ar goulenn ha niver an dud o loc’hañ diouzh 24 eurvezh ar sizhunvezh.

Ar gopr a vo hervezh kaelioù goproù ar velestradurezh publik tiriadel

Ar post a zo diazezet e Hañveg evit kregiñ ‘benn ar 15 a viz C’hwevrer 2019

Abadennoù buheziñ diouzh abardaezh pe noz pe e-pad an dibenn-sizhun a rankit marteze ober war-dro

Skiant ar servij public

Aotre bleniañ B dre ret

Tu a zo lojañ war an domani (evit ur feurm a 150€)

Trugarez deoc’h da gas, araok an 25 a viz Genver 2019, hoc’h emstrivadur (ho lizher dorn skrivet hag ho C.V.) da

Prezidantez Park natur rannvroel Arvorig

15 plasenn ar Foarioù – BP 27

29 590 Le Faou

Darempred

Delphine KERMEL, renerez Sevenadur hanterouriezh

Audrey LE BOLLOCH, karget deus ar c’hoskor

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à recrutement@pnr-armorique.fr