Saisissez votre mot-clé

job_listing

Penn raktres yezh ha neveziñ niverel

Penn raktres yezh ha neveziñ niverel

  • N'importe où

Site web Ofis ar brezhoneg

Lec'h :  Unan eus 5 lec'hiad Ofis publik ar brezhoneg

Framm :  Ofis publik ar brezhoneg

Tachenn :  NTKK

Doare :  Leunamer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an :  An abretañ ar gwellañ

Deskrivadur ar post : Termeniñ ha lakaat e pleustr ur strategiezh evit diorren plas hag implij ar brezhoneg en teknologiezhioù nevez.Kefridi : E pol yezh an Ofis publik hag er Servij teknologiezhioù nevez e vo karget ar gwazour/wazourez da ziorren bezañs hag implij ar brezhoneg en teknologiezhioù nevez (sevel ur strategiezh, klask kevelerien, heuliañ ar raktresoù).Bez’ en/he do da gentañ da sevel stad an traoù ha da ginnig ur strategiezh diorren evit ar brezhoneg en TNKK.Rankout a raio ivez skoulmañ liammoù gant an embregerezhioù rekis evit ma kemerint ar brezhoneg e kont.E par Europa en do ar gwazour/wazourez da sevel ur rouedad darempredoù hag a roio an tu da heuliañ penaos ez a war-raok ar yezhoù dilañs ganto ha da lakaat ar brezhoneg d’ober e vad diouzh an araokadennoù-se.

Profil : Live B2 e brezhoneg ha C1 e saoznegStummadur uhel war ar stlenneg (BAC + 5)Aotre-bleinañ BImplij er rummad ABarregezh da urzhiañ e(he) labour ha bezañ prest da veajiñ kement ha ma vo ezhomm (beajoù en estrenvro a vo moarvat).Mestroniañ da vat ar stlenneg hag an holl veziantoù bureveg.C’hoant deskiñ hag ersavusted.Darempredoù aes gant an dud.Barregezh d’en em ober diouzh an degouezhioù ha da gaout intrudu.Gouzout diouzh gwirvoud a vremañ ar brezhoneg e bed an TNKK ha diouzh ar pezh a c’hoarvez e par ar bed hag a c’hallfe digeriñ dorioù d’ar brezhoneg.Kas ur CV hag ul lizher emginnig en div yezh a-raok an 30 a viz Ebrel 2019

Darempred :  Itron Prezidantez, Ofis publik ar brezhoneg 32 bis Straed ar Verzherien, 29270 Karaez-Plougêr - Pgz : 02 98 99 30 10

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à ofis29@opab.bzh