Saisissez votre mot-clé

job_listing

ur skoazeller (-erez) divyezhek galleg/brezhoneg

ur skoazeller (-erez) divyezhek galleg/brezhoneg

  • CUI-CAE
  • Ecole
  • Louaneg

Skol Diwan Louaneg

Emañ AEP Diwan Louaneg o tuta ur skoazeller (-erez) divyezhek galleg/brezhoneg a labouro er skol-vamm hervez ur c’hontrad PEC-CUI a 12 miz (posubl e vefe astenn anezhañ), adalek 2 septembre 2019 .
Ret e vo dezhañ pe dezhi sikour ar skolaer d’ober war-dro an diwallerezh eus ar beure, ambroug ar vugale betek ar gantinenn (paeet e vo ar pred dezhañ pe dezhi), diwall ar vugale war ar porzh ha kempenn ar c’hlas. Dre ma vez skoliataet ar vugale e brezhoneg e vo goulennet digantañ pe diganti bezañ barrek war ar yezh, d’an nebeutañ dre gomz.
M’hoc’h eus heuliet ur stummadur “kentañ sikour” e vo degemeret mat.
Degemeret eo an deraouidi ivez.
Amzer labour : 20 eurvezh bep sizhun.
Gopr : SMIC-eur.
Trugarez da ziskouez ur brouenn ez oc’h gouest da vezañ degemeret war ur c’hontrad CUI.
Kasit ho CV da aep.louaneg@diwan.bzh

L’AEP de l’école Diwan de Louannec recrute un ou une assistant(e) maternel(le) bilingue français-breton en PEC-CUI à partir du 2 septembre 2019 (CDD de 12 mois renouvelable).
Votre mission consistera notamment à assister l’enseignant de la classe de maternelle, assurer la garderie du matin, accompagner les enfants lors des trajets école-cantine, les surveiller à la cantine (repas pris en charge), surveiller la cour, entretenir les locaux.
L’enseignement s’effectuant en breton, la maîtrise de cette langue est nécessaire, au moins à l’oral.
Une formation aux premiers secours serait également appréciée.
Les débutants sont acceptés.
20 heures hebdomadaires.
Salaire : SMIC horaire
Merci de présentez l’attestation d’éligibilité au CUI.
Envoyez votre CV à aep.louaneg@diwan.bzh

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à aep.louaneg@diwan.bzh