0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

BUHEZOUR·EZ RADIO RKB Radio Kreiz Breizh

BUHEZOUR·EZ RADIO RKB Radio Kreiz Breizh

Website RKB

« Kevredigezh souten ar radio e kreiz Breizh : Radio Kreiz Breizh », staliet e Rostrenn, a zo ganti evel pal da
verañ ha lakaat da dreiñ ur radio bro en div yezh (brezhoneg he galleg). He labour a zo :
– Kelaouiñ poblañs ar « vro » (tachenn goloet gant skignadenn FM ar radio), en ur lakaat anezhi da selaou,
anavezout ha kompren gwirvoud ar vro.
– Krouiñ un eskemm etre bro ar c’hreiz Breizh ha gwirvoudoù eus broioù all
– Brudañ ar brezhoneg en ur reiñ dezhañ ar muiañ a blas en abadennoù radio liesseurt
– Reiñ ar gaoz da zileuridi ar vuhez kevredigezhel, politikel, sokio-ekonomikel hag hollad ar geodedourien.
– Stummañ an dud a-youl vat dedennet gant ar vro d’ober gant ar radio
– Brudañ ar sevenadur digor da holl zoareoù arzel, ha dreist-holl reoù an arzourien hag arzourezed eus ar
vro
– Produiñ ha skignañ krouidigezhioù sonet ha komzet gant liv ar vro, hep ober splet, o toujañ ouzh al
lezennoù
Labour hollek
Karget eo ar vuhezourez pe vuhezour da seveniñ ha buheziñ abadennoù radio e brezhoneg hag e galleg war ur
c’houlzad pe meur a hini, keit a ma toujo ouzh liv Radio Kreiz Breizh. Hentet e vezo gant dibaboù ar c’huzul-merañ
ha dindan aotrouniezh ar burev hag ar genurzhierez.
Endro labour
– Labourat a ra e savadurioù ar gevredigezh hag en diavaez : bez e c’hoarvezo en do da vont da labourat war tachenn
rannvro Breizh.
– Bez en deus da zaremprediñ ur bern tud : ar skipailh gopret, izili burev ha kuzul-merañ ar gevredigezh, an dud ayoul
vat, dilennidi ar strollegezhioù lec’hel, kenlabourerien diavaez, hag all…
– Bez e c’hoarvezo en do da labourat abred pe ziwezhat, pe e-pad an dibenn-sizhun, diouzh an ezhommoù (emvo –
doù, festivalioù, darvoudoù….)
– Ar prantad labour hag e aozadur a vezo termenet diouzh ar c’hontrad hag ar profil post.
Obererezh
Abadennoù
Evit krouiñ abadennoù, ar vuhezourez pe vuhezour :
• a glask sujedoù
• a brepar atersadennoù
• az a da foetañ bro, pe a zegemer tud pedet er studio, da enrollañ
• a framm an abadenn (gant tonioù dibabet), hag a brogramm anezhi
• a b/podcast an abadenn
• a vrud an abadennoù dre ar rouedadoù sokial
• a renk an abadennoù en dielloù
Buheziñ a ra abadennoù end-eeun.
Aozañ ha seveniñ a ra abadennoù end-eeun en diavaez eus ar studio, kenkoulz evit staliañ pe vuheziñ anezho.
Bez e c’hell merañ divizoù skignet.
Radio Kreiz Breizh – 48 rue Ollivier Perrin – 22110 ROSTRENEN – 02 96 45 79 62
Prientiñ ha programmiñ a ra abadennoù adskignet pe broduet gant tud a-youl vat pe radioioù all, kement evit ar
sizhunvezh hag evit an dibenn-sizhun.
Kenlabour Diavaez :
– Bez en do da genlabourat gant radioioù Brudañ ha Skignañ, ar c’h/Corlab, pa vez kenbroduet an
abadennoù
– Bez en do da reiñ boued da abadennoù all RKB, meret gant buhezourien all.
– Bez e c’hello bezañ e-karg eus stajidi, pe da seveniñ abadennoù ispisial gant kenlabourerien diavaez.
– Bez e c’hello sikour tud a-youl vat da grouiñ o abadenn.
– Bez e c’hello mont e darempred gant aozadurioù diavaez da sevel raktresoù ispisial
Labour Skipailh
• Kemeret a ra perzh en emvodoù a-stroll
• Bez e c’hell kinnig raktresoù d’ar c’huzul-merañ
• Prederiañ a ra d’ar c’hael ar programmoù
• Sikour a ra da sevel goulennoù yalc’hadoù zo (FSER)
Teknik
• A wezhoù e vezo goulennet ganti pe gantañ kempenn ar skigner, ar poelladoù, ar mekanikoù
• A wezhoù e vezo goulennet ganti pe gantañ niverelaat an dielloù
• Bez e c’hello kempenn ar skigner ar poelladoù, ar mekanikoù radio…
• Bez e c’hello niverelaat an dielloù
Barregezhioù
Siriusted, gouestoni da labourat gant ur skipailh hag en un doare emren.
Gouest da vuheziñ e brezhoneg- en he/e aes dre gomz ha dre skrid
skiant prenet e bed ar radio pe ar mediaoù- ur stummadur a vezo kinniget e mod-all
Anaoudegezh don eus bed sevenadurel ha sokio-ekonomikel bro COB ha Treger
Gouest da gomz ha skrivañ e Brezhoneg (live B2)
gouzout ober gant ar poelladoù micherel (of fice, Open Radio, Reaper, Peakpro)
Intrudu, dreist-holl evit ijinañ abadennoù nevez
Diplomoù
Aotre bleniañ hag oto
Da gomañs d’ar 14 a viz Even
CV ha lizher da gas a-raok ar 15 a viz Mae da : rkb.tutan@gmail.com

To apply for this job email your details to rkb.tutan@gmail.com