Stajoù hañv
Ar stummadur ``staj hañv``
Ur mare a-feson eo an hañv evit ur staj bev ha dillo, setu m’emañ Roudour o vont gant e hent en ur ginnig deoc’h meur a lec’h da vont di evit bravaat ho prezhoneg a-zoare-vat.
A Zouarnenez da Vontroulez dre Garaez, deuit ‘ta da dennañ gounid eus hon doareoù deskiñ a-dizh, en un endro a vignoniezh hag a studi.
Deoc’h-holl emañ digor hon holl stajoù, deraouidi rik pe brezhonegerien a-bell-zo.