Recherche sur le site de Roudour

Events

Kemper : ur stummadur barrekaat a grogo e miz Gwengolo

Manon Deniau 0 182

Adalek ar 15 a viz Gwengolo e krogo hor stummadur barrekaat e Kemper !

Evit piv eo ar stummadur-mañ ? Evit an holl vrezhonegerien a fell dezho gwellaat o live eo. Ar stummadur barrekaat a servij da vezañ muioc’h en e vleud pe en he bleud dre gomz ha dre skrid evit kavout ul labour da skouer.

Petra eo pedagogiezh Roudour ? A-drugarez d’hon hentennoù Deskiñ Buan e vo dalc’het soñj ganeoc’h eus gerioù, stummoù frazennoù ha troioù-lavar brezhonek. Desket e vo ganeoc’h en un doare efedus-tre hep merzhout en un aerlgec’h madelezhus. Skoazellet e vezit gant ho stummerien ha gant al lec’hienn Ambroug, hol leurenn stummañ.

Petra a vo graet ? C’hoarioù roll, raktresoù a-stroll diwar-benn un tem bennak, baleadennoù a vo graet. Kejet e vo ouzh brezhonegerien ar vro.
Skrivet e vo pennadoù hag adwelet poentoù yezhadur ivez. Ouzhpenn-se e vo graet ur staj en embregerezh e-pad ur sizhun.

Penaos e vez heuliet ar stummadur ? War al lec’h e vez heuliet ar stummadur pevar devezh ar sizhun hag un devezh a vez graet a-bell e darempred gant ar stajidi hag ambrouget gant ar stummerien.

Ar rannvro a c’hell arc’hantaouiñ ho stummadur ma’z oc’h dilabour.

Pelec’h emañ ? E 2 straed Meilh Melwenn emañ hol lec’h stummañ e Kemper. Tu zo da zebriñ war al lec’h.

Enskrivadurioù : klikit war al liamm-mañ.

✍️ Mont e darempred ganeomp : 02 98 99 75 81 pe dre bostel degemer@roudour.bzh