Recherche sur le site de Roudour

Events

Lakait hoc’h anv evit hor stummadurioù tri miz barrekaat !

Manon Deniau 0 182

Adalek an 29 a viz Meurzh e krogo hor stummadurioù barrekaat e Karaez, Lannuon, Lesneven hag Henbont.

Evit piv eo ar stummadur-mañ ? Evit an holl vrezhonegerien a fell dezho gwellaat o live eo.

Petra a vo graet ? C’hoarioù roll, raktresoù a-stroll diwar-benn un tem bennak, baleadennoù a vo graet. Pedagogiezh Roudour eo lakaat ar stajidi da zeskiñ oc’h ober traoù. Kejet e vo ouzh brezhonegerien ar vro ivez.

Ar stummadur barrekaat a servij da vezañ muioc’h en e vleud dre gomz ha dre skrid evit kavout ul labour da skouer. Neuze e vo skrivet pennadoù hag adwelet poentoù yezhadur ivez. Ouzhpenn-se e vo graet ur staj en embregerezh e-pad ur sizhun.

Ar rannvro a c’hell arc’hantaouiñ ho stummadur ma z’oc’h dilabour.

Enskrivadurioù : klikit war al liamm-mañ.

✍️ Mont e darempred ganeomp : 02 98 99 75 81 pe dre bostel degemer@roudour.bzh