Logo Loading

Recherche sur le site de Roudour

Stajoù 5 devezh Miz C’hwevrer 2025

  • Tara Huellou
  • 0
  • 40

E miz C’hwevrer e vo dalc’het daou staj 5 devezh e Kemper hag en Henbont, etre ar 17 hag an 21 a viz C’hwevrer. An daou staj-se a vo digor d’an holl liveoù, ar stajidi hag ar stajiadezed a vez bodet dre live ur wech lakaet o anv.

Ar stajoù-se a zo prantadoù brav evit derc’hel gant ar yezh, bezañ bodet gant brezhonegerien·ezed all pe c’hoazh dizoloiñ ar yezh. Desket e vo oc’h ober gant hentennoù pedagogel Roudour : lakaat an holl da gomz ha da skrivañ ar muiañ posubl o c’hoari, oc’h ober atalieroù a-stroll, o vezañ oberiant met ivez o heuliañ kentelioù yezhadur.

Kemper, e ti Roudour Kemper en 2, straed Meilh Melwenn 29000 Kemper

Henbont d’ar 181, straed marechal Joffre 56700 Henbont

Eurioù : 9e-12e30 hag 1e30-5e.

 

Gallout a rit dont en darempred ganeomp dre bellgomz : 02 98 99 75 81 pe o skrivañ deomp da degemer@roudour.bzh.

Priz hiniennel : 275€

Priz stummadur micherel / oc’h ober gant ho CPF (adalek al live A2): 550€

Lakaat ma anv evit al live A1 / A2 / B1 / B2 / C1.