Saisissez votre mot-clé

Events

Stummadur barrekaat nevezamzer 2019

Sedrig Laur 0 145

Digor eo ar stummadur-mañ d’an holl re a oar brezhoneg c’hoazh, bet desket ar yezh ganto o heuliañ stummadurioù, stajoù pe kenteliou-noz. Ret eo d’ar stajidi bezañ bet tapet ul live B1 da nebeutañ, a-raok penn-kentañ ar stummadur. Gwellaet e vo ar barregezhioù komz, skrivañ, lenn ha kompren dre skrid ha dre gomz a-benn bezañ gouest da dapout al live B2 pe C1 en DBY (Diplom Barregezh war ar Yezh) miz Even 2019. Digor eo an enskrivadurioù.

Dalc’het e vo er 5 lec’h: Henbont, Lannuon, Montroulez, Karaez ha Kemper.

Evit lakaat e anv ha goulenn bezañ degemeret: 02 98 99 75 81 – degemer@roudour.bzh.