Logo Loading

Recherche sur le site de Roudour

Stummadur Barrekaat

  • Gwenvael
  • 0
  • 304

Kinnig a ra Roudour ur stummadur barrekaat adalek ar 26 a viz Meurzh betek an 23 a viz even 2023.
Aozet eo ar stummadur evit deskidi bet tapet al live B1 ganto da nebeutañ.

 

PETRA A ZEGASO AR STUMMADUR-MAÑ ?

  • Komz flour da vezañ gouest da vevañ ha labourat e brezhoneg.
  • Kenlabourat gant stajidi all war ur raktres resis da benn war an tri miz (sevel ur pezh-c’hoari, skrivañ/skeudenniñ un istor, kas un enklask da benn, atersiñ brezhonegerien, aozañ ur bourmenadenn, sevel ur c’hoari…).
  • Ober ur sizhunvezh-staj micherel.
  • Donaat ha kreñvaat hoc’h anaoudegezh war ar yezh dre gomz.
  • Gwellaat ho parregezhioù dre skrid.
  • Hag all

 

E PELEC’H E VO ?

  • Lesneven
  • Kemper
  • Karaez
  • An Henbont
  • Montroulez
  • Lannuon
  • Pleyben

 

PENAOS KEMER PERZH ?

Skrivit ho CV e brezhoneg hag ul lizher, e brezhoneg ivez, o tisplegañ ho c’hoant da heuliañ ar stummadur barrekaat.
Kasit anezho da : degemer@roudour.bzh