Logo Loading

Enter your keyword

  • Cet évènement est passé.

Webiner – Stummadur 3 miz Barrekaat 2025 – d’an 11 a viz C’hwevrer 2025 da 4e

  • Tara Huellou
  • 0
  • 237

Webiner “3 miz Barrekaat” d’an 11 a viz C’hwevrer

 

E miz Meurzh da zont e krogo ur stummadur barrekaat a bado 3 miz, etre ar 24 a viz Meurzh hag ar 26 a viz Even. Dalc’het e vo er c’hreizennoù-mañ : Kemper, Pleiben, Karaez, Henbont, Montroulez ha Lannuon. Ar stummadur barrekaat a zo evit an dud o deus ul live B1-B2 e brezhoneg. Tro ho po da donaat ha kreñvaat hoc’h anaoudegezh war ar yezh dre gomz, da wellaat ho parregezhioù dre skrid, da wellaat hag aesaat ho prezeg dirak an dud ha war ho lec’h labour. Sikour a ray ac’hanoc’h da gaout ur prezeg flour ha reizh.

 

Daou webiner a vo dalc’het evit ar re a fell dezhe kaout an holl ditouroù pouezhus ha sevel goulennoù war-eeun. An eil a vo d’an 11 a viz C’hwevrer da 4e. Sedrig Laur, Merour Roudour, a ginnigo deoc’h program ar stummadur hag e responto d’ho koulennoù.

Gallout a rit lakaat hoc’h anv amañ dindan evit heuliañ ar webiner