Saisissez votre mot-clé

Course

Stajoù hañv

À propos du formateur

Stummadur ``staj hañv``

Ur mare a-feson eo an hañv evit ur staj bev ha dillo setu m’emañ Roudour o vont gant e hent en ur ginnig deoc’h meur a lec’h da vont di evit bravaat ho prezhoneg a-zoare-vat.

A Zouarnenez da Vontroulez dre Garaez, deuit’ta da dennañ gounid eus hon doareoù deskiñ a-dizh, en un endro a vignoniezh hag a studi.

Deoc’h-holl emañ digor hon holl stajoù, deraouidi rik pe brezhonegerien a-bell-zo.

Lec'hioù ha deiziadoù

  • MJC Douarnenez : eus an 10 a viz Gouere 2017 d’an 13 a viz Gouere 2017
  • Eus al lun d’ar gwener : 9e-5e
  • An Oriant : eus ar 31 a viz Gouere 2017 d’an 04 a viz Eost 2017
  • Eus al lun d’ar gwener : 9e-5e
  • Ti ar c’hevredigezhioù Pont’n-Abad : eus ar 17 a viz Gouere 2017 d’an 21 a viz Gouere 2017
  • Eus al lun d’ar gwener : 9e-5e
  • Ti ar Vro Karaez : eus ar 07 a viz Eost 2017 d’an 11 a viz Eost 2017
  • Eus al lun d’ar gwener : 9e-5e
  • Montroulez St-Marzhin war ar Maezioù : eus an 24 a viz Gouere 2017 d’ar 28 a viz Gouere 2017
  • Eus al lun d’ar gwener : 9e-5e
  • Sked Brest : eus ar 14 a viz Eost 2017 d’an 19 a viz Eost 2017
  • Eus al lun d’ar gwener : 9e-5e
  • Skolaj Diwan Karaez : eus an 21 a viz Eost 2017 d’ar 25 a viz Eost 2017
  • Eus al lun d’ar gwener : 9e-5e
Débute le 10/07/2017
Durée 5 devezh
Niveau Tous niveaux
Kreizennoù stummañ Douarnenez – Pont’n-Abad – An Oriant – Montroulez – Karaez – Brest – Kemper

Cette formation est actuellement indisponible.