Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Kargad·ez a gehentiñ

Kargad·ez a gehentiñ

  • CDI
  • Anywhere

O tutañ emaomp ur c’hargad, pe ur gargadez a gehentiñ !

Dedennet out gant raktresoù liesseurt? O klask emaomp war-lerc’h un den evit sevel strategiezh kehentiñ ha brudañ raktresoù liesseurt ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg, gant ul linenn stur memes tra : difenn ha lakaat war-well ar brezhoneg!

Setu amañ dindan ar c’hinnig :


Deskrivadur ar post 

E-karg krouiñ ha diorren ar c’hehentiñ evit an holl raktresoù eus gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg emañ an den karget a gehentiñ. Ul labour treuz eo, e genlabour gant kenurzhierez Gouel Broadel ar Brezhoneg hag ar skoazeller·ez kenurzhiañ.

Kenarroud

Ur gevredigezh lezenn 1901 eo Mignoned ar Brezhoneg, gant 228 den a-youl vat, 8 den er c’huzul-merañ, ha 3 goprad·ez e leun amzer.

Aozet ‘vez d’un doare bloaziek Gouel Broadel ar Brezhoneg gant ar gevredigezh, ha leurenn-lañs An Taol-Lañs. Kenurzhiet vez ivez abaoe 2021 ar c’houlzad kehentiñ “ecole.bzh” evit brudañ ar c’helenn divyezhek e brezhoneg en holl skolioù katolik, publik, ha Diwan. E penn ar raktres Stal.bzh eo ivez Mignoned ar Brezhoneg : ul lec’hienn a vod ur rouedad tud a-vicher o implijout ar yezh.

Gant ar gevredigezh e vez kinniget ivez servijoù evit ar vrezhonegerion : ur boutik enlinenn gant produioù e brezhoneg kinniget gant ur rouedad kevredigezhel liesseurt, ha servijoù treiñ pe tañva d’ar brezhoneg.

Kefridioù

  • Krouiñ a lakaat e plas strategiezh kehentiñ evit an holl raktresoù douget gant ar gevredigezh : GBB, Ecole.bzh, Stal.bzh.
  • Kemer perzh evit aozañ darvoudoù ha bezañ skeudenn ar gevredigezh en diavaez.
  • Neveziñ ha merañ lec’hiennoù liammet gant an holl raktresoù ar gevredigezh.
  • Buheziñ ar rouedadoù sokial ha sevel lizhiri-kelaouiñ.
  • Sevel skoroù kehentiñ paper ha niverel.
  • Labourat e liamm gant pourchaserien (grafour·ez, mouller·ez, frammer·ez video…)
  • Labourat gant ar skipailhoù a-youl vat ha buheziñ emvodoù.
  • Sturiañ ha merañ lec’haveiñ ar c’houlzad kehentiñ ecole.bzh.
  • Merañ an darempredoù gant ar mediaoù, ar gazetennerion ha kevelerion ar raktresoù.

Chemet ha doare-bezañ

  • Stummadur war ar c’hehentiñ pe un domani liammet.
  • Barregezhioù en em aozañ, ha spered intrudu.
  • Bezañ gouest da labourat e-unan hag e skipailh ivez.
  • Gouzout ragarveziñ ar priorelezhioù hag an traoù mallus. Barrek evit merañ traoù dic’hortoz.
  • Mestroniañ ar meziantoù Adobe ha chadenn ar graferezh.
  • Frammañ videoioù ha motion design evit filmoù-berr war ar rouedadoù sokial.
  • Mestroniañ WordPress ha binvioù enframmañ web, ha mont en-dro ar SEO.
  • Mestroniañ hag anavezout mat ar rouedadoù sokial.
  • Bezañ gouest da gomz ha da skrivañ e brezhoneg (live B2 d’an nebeutañ).
  • Barregezhioù skrivañ e galleg hag e brezhoneg.
  • Bezañ gouest merañ ur budjed.
  • Aotre-bleniañ B.

Anaoudegezh don ar yezhoù programmadur web ha barregezhioù kreñv e frammañ video a zo priziet. Kaout ur spered stourmer evit ar brezhoneg a zo priziet ivez.

Brezhoneg a zo ar yezh labour pennañ.

Kevrat

  • Kevrat didermen (CDI), leun-amzer (35 eurvezh)
  • Labour posubl d’an dibennoù-sizhun pe d’an noz.
  • Difrejet e vez ar frejoù hent.
  • Pell-labour a-zarn posubl.
  • Gopr : war diazez a c’henemglev ECLAT strollad E, coeff 325, da lavaret eo 2 295 € kriz/miz. 
  • Deiziad kregiñ : an abretañ ar gwellañ.

Tutadur

An enskrivadurioù a zo da gas gant ur CV hag ul lizher emginnig a-raok ar 20 a viz c’hwevrer 2025 d’ar prezidant Renan Kerbiquet, da contact@mignoned.bzh. Muioc’h a ditouroù war ar post : 07 76 32 29 70.

 

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à contact@mignoned.bzh