Kargad.ez a gehentiñ

Site web RadioBreizh_bhs Brudañ ha Skignañ
Pemp radio ar vro, graet gant hag evit ar vretoned !
Doare : 24e/sizhun – CDD 12 miz micherelaat
Plas-labour da bourveziñ : d’an 8 a viz Genver 2024
Deskrivadur ar plas-labour :
Kefridi ar gargadez pe ar c’hargad a gehentiñ a vo brudañ obererezhioù ar gevredigezh Brudañ ha Skignañ hag ar skipailh kazetenniñ dre zoareoù treuzkas liesseurt. Labourat aray e liamm gant skipailh ar gazetennerien ha kazetennerezed.
Tachennoù labour :
Brudañ abadennoù radio ar skipailh kazetenniñ
Aozañ koulzadoù kehentiñ e Breizh a-bezh
Brudañ labour ar radioioù ezel eus BhS
Brudañ ar merk RadioBreizh
Buheziñ rouedadoù sokial ar gevredigezh
Skoazellet e vo an den pa krogo gant al labour.
Stumm den emaomp o klask :
Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1+)
Mestroniañ ar poelladoù frammañ son, skeudenn ha video
Anavezout mat bed ar c’hehentiñ hag ar stlenneg
Skiant-prenet e bed ar c’hevredigezhioù deuet mat
Bezañ emren ha gouest da labourat en ur strollad
Gopr hervez emglev ar skingas radio
Kas ur CV hag ul lizher emginnig drebostel a-raok an 19 a viz Du 2023 da :
– bhs.radiobreizh@gmail.com
hag
– Alan Kloareg, prezidant Brudañ ha Skignañ, a.kloareg@gmail.com
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à bhs.radiobreizh@gmail.com