Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Sekretour·ez melestradurel ha pedagogel

Sekretour·ez melestradurel ha pedagogel

  • CDD
  • Gwened

Site web DIWAN

Emañ Skolaj Lise Diwan Gwened o klask warlec’h ur sekretour·ez melestradurel ha pedagogel evit erlec’hiañ e-pad un ehan mamelezh.

Goulennet e vo ganeoc’h ober war dro :

I-Sekretourva boutin :

Degemer an dud war-eeun ha dre bellgomz ha kas anezho e darempred gant an dud dave

Degemer ha treuzkas al lizhiri

Degemer ha treuzkas ar mailoù

II-Sekretourva pedagogel

Merañ an teuliadoù enskrivañ, kas anezho d’ar familhoù hag ober war dro enrolladur ar skolajidi/liseidi en diazezoù akademikel. Dreist-holl e barzh SIECLE (Système d’Information pour les Elèves en Collèges et Lycée pour les Etablissements) a zo un diazez a bouez tre evit skoliadur ar skolajidi/liseidi.

Ebarzhiñ e Pronote (Poellad evit merañ ar vuhez skol) an holl ditouroù a bouez evit ar familhoù (titouroù melestradurel, ezvezañs ar gelennerien, renabl notennoù, etc) ha gwiriañ ez eo reizh an titouroù.

III-Kehentiñ

Sevel lizhiri a bep seurt (titouriñ, pedadenn, lizher pediñ, adgalv, etc)

Aozañ an devezhioù dizoloiñ ar Skolaj Lise gant skolioù ar c’hentañ derez

Aozañ an dorioù digor

Aozañ an devezhioù degemer evit ar skolidi CM

Merañ pajenn Facebook ar Skolaj Lise

Krouiñ dielloù kehentiñ diavaez ha diabarzh

IV-Doare den

Un diplom war ar sekretourva mui 2 pe 3 bloavezh skiant prenet war an danvez a vo ret kaout evit dec’hel ar post-mañ.

Evit ar post-mañ eo ret bezañ evezhiek, emren ha bezañ aes gant an dud.

Evel just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet, live B2 (DBY) d’an nebeutañ.

V-Titouroù all

Padelzeh ar gevrat : adalek ar 24 a viz Genver 2022 betek an 13 a viz Gouere 2022

Padelezh labour : 35e/siz, amzer diglok posubl

Gopr : 1668.22€/miz evit ul leun amzer + Digoll breskted

Lec’h labour : Skolaj Lise Diwan Gwened 13 bali Michel de Montaigne 56000 Gwened

Ma z’och dedennet gant ar post, kit war lec’hienn Diwan, ivinell « Dibab Diwan » -> « Labourat e Diwan » ha loskit hoc’h emstrivadur (CV+Lizher en em ginnig) !

 

 

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à tuta@diwan.bzh