KAZETENNER•EZ

Site web Radio Breizh
Framm : BRUDAÑ HA SKIGNAÑ
Tachenn : Kazetenniñ
Doare : Plas leun-amzer (CDD 12 miz micherelaat a yaio da CDI)
Plas–labour da bourveziñ : Adalek miz Kerzu 2022
Deskrivadur ar plas–labour : Bezañ perzh an abadenn « Keleier ar Vro » savet gant kazetennerien.ezed Brudan ha Skignan, skignet gant Radio Bro Gwened, Radio Kreiz Breizh, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Embann an abadenn geleier, sevel ha frammañ pennadoù–kaoz. Labourat abred diouzh ar mintin hag e–kerzh an dibenn–sizhun. Stummadur diabarzh ha diavaez. Plas–labour e Ploneiz (29).
Stumm den emaomp o klask : Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1). Bezañ en hec‘h aes/ en e aes gant an urzhiataer (meziantoù Office, Audacity, Reaper…). Skiant–prenet e bed ar radio hag ar c‘hazetenniñ a zo erru mat. An deraouidi a zo erru mat ivez. Bezañ emren ha gouest da labourat a–stroll. Gopr hervez emglev ar c’hazetenniñ. Kaout an aotre–bleniañ hag un oto.
Kas ur CV hag ul lizher emginnig dre bostel betek ar 6 a viz Du.
Darempred : erwanarvorig@gmail.com/ Erwan Blanchard, kenurzhier ar skipailh kazetenniñ 06 76 62 66 36 / Alan Kloareg, prezidant Brudañ ha Skignañ 06 02 04 69 61
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à erwanarvorig@gmail.com