Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Kenurzhier·ez Kentelioù an Noz / Coordinateur·rice Kentelioù an Noz

Kenurzhier·ez Kentelioù an Noz / Coordinateur·rice Kentelioù an Noz

Site web Kentelioù an Noz

KENTELIOÙ AN NOZ
KINNIG LABOUR – KENURZHIER·EZ

Ar gevredigezh
Savet eo bet Kentelioù an Noz e 1985 gant ar pal kinnig d’an dud c’hour kentelioù war ar brezhoneg hag obererezhioù e brezhoneg. Liesseurted an obererezhioù kinniget gant Kentelioù an Noz o deus talvezet d’ar gevredigezh bezañ priziet 3 gwech e Pirizoù dazont ar brezhoneg.
Da gentañ e oa kreizennet Kentelioù an Noz e Naoned, ha tamm-ha-tamm eo en em ledet er veurgêr. Abaoe ar bloavezhioù 2000 e vez kavet ar gevredigezh un tammig e pep lec’h e Liger-Atlantel. Ouzhpenn 150 ezel a gaver hiziv an deiz er gevredigezh.
Harpet eo Kentelioù an Noz gant ar strollegezhioù lec’hel (Kuzul rannvro Breizh, Kuzul departamant Liger Atlantel, Kêr Naoned, Kêr Reudied). Miret he deus ar gevredigezh he startijenn kevredigezhel met aet eo ivez war vicherelaat a-hed an 30 vloaz ma‘z eus eus anezhi.
Daou zen a zo gopret leun amzer e Kentelioù an Noz ha kelennerien ha kelennerezed war ar brezhoneg a zo ivez er gevredigezh evit ober un nebeud eurvezhioù kelenn. Ar fichenn-bost-mañ a zo evit ar post kenurzhier·ez.

Ar c’hefridioù
1. Kehentiñ :
• Boueta al lec’hienn internet hag ar rouedadoù sokial
• Sevel lizhiri-kehentiñ ha skorioù kehentiñ all (plegoù-dibleg, skritelloù da skouer) • Buheziñ rouedad ar gevelerien
• Kemer perzh e foromoù kevredigezhel pe darvoudoù all evit kinnig ar gevredigezh

2. Merourezh melestradurel hag arc’hant ar gevredigezh :
• Respont d’ar goulennoù dre bellgomz ha dre bostel
• Heuliañ an emezeladurioù hag an enskrivadurioù
• Aozañ buhez ar gevredigezh
• Ober al liamm gant kuzul-merañ ar gevredigezh
• Ober war-dro ar goulennoù yalc’hadoù e liamm gant ar c’huzul-merañ
• Heuliañ ar c’hontaouerezh hag ar budjedoù e liamm gant ar c’huzul-merañ ha gant ar c’hontaouer • Kenurzhiañ ar c’hendivizioù e liamm gant an tiez-kêr hag ar c’hevredigezhioù a genlabouromp ganto
• Ober al liamm melestradurel gant ar gelennerien

3. Buheziñ :
• Buheziñ ur wech an amzer obererezhioù ha darvoudoù
• Lañsañ obererezhioù ha darvoudoù nevez
• Harpañ ha reiñ nerzh d’an obererezhioù a zo eus anezho endeo, dreist-holl en ur glask arc’hant • Ober al liamm gant an dud a-youl vat hag an animatourien·ezed
• Aozañ lodenn lec’haveiñ ar stajoù
• Prientiñ an distroioù-skol kevredigezhel a-gevret gant ar c’hopradez e-karg eus ar c’helenn
• Kelenn, ma vez ezhomm

Barregezhioù goulennet
• Brezhoneg lennet, skrivet, komzet (live C1 DCL goulennet)
• Mestroniañ an ostilhoù stlenneg (heuliadenn Office)
• Mestroniañ an ostilhoù kehentiñ
• Skiant-prenet er merourezh melestradurel
• Bezañ aozet mat ha resis
• Perzhioù daremprediñ bras
• Bezañ emren ha gouest da labourat a-stroll

Elfennoù ar post labour
• Kevrat didermen, kendiviz a-stroll ar buheziñ ECLAT
• Post labour staliet e Sant-Ervlan (44) gant fiñvadennoù a-wechoù
• Atebeien a-us en urzhaz : kuzul-merañ a-stroll ar gevredigezh
• 35 eurvezh ar sizhun a c’hall mont dreist a-wechoù (emvodoù, darvoudoù diouzh noz pe e-pad an dibenn-sizhun). Eurvezhioù adtapet.
• Devezh diwezhañ evit lakaat h·e anv : an 19 a viz Even 2022
• Post da dapout adalek an 19 a viz Eost 2022

Trugarez da gas ho CV hag ho lizher emginnig en div yezh da :
Kentelioù an Noz
12 bali an Añjevinier
44800 Sant-Ervlan
kenteliouannoz@gmail.com
02 40 20 39 74
07 68 47 22 25

KENTELIOÙ AN NOZ
OFFRE D’EMPLOI – COORDINATEUR·RICE

L’association
Kentelioù an Noz est née en 1985 dans le but de proposer aux adultes des formations en breton mais aussi des activités en breton. La variété des activités proposées a valu à Kentelioù an Noz de recevoir 3 Prizioù dazont ar Brezhoneg.
Tout d’abord axée sur Nantes, l’association s’est ensuite étendue au reste de l’agglomération et depuis le début des années 2000, elle est présente partout en Loire-Atlantique et compte aujourd’hui plus de 150 adhérents.
Soutenue par les collectivités publiques (Conseil régional de Bretagne, Conseil départemental de Loire Atlantique, Ville de Nantes, Ville de Rezé) Kentelioù an Noz a gardé sa dynamique associative mais a aussi pu se professionnaliser tout au long de ses 30 années d’existence.
Elle emploie deux salariés à temps plein et des professeurs de breton pour des heures de cours et activités de loisirs. La présente fiche de poste concerne le poste de coordinateur·rice.

Les missions
1. Communication :
• Alimenter le site Internet et les réseaux sociaux
• Réaliser des newsletters et d’autres outils de communication (flyers, affiches par exemple) • Animer le réseau des partenaires
• Participer à des forums associatifs, ou d’autres évènements de présentation de l’association

2. Gestion administrative et financière de l’association :
• Accueil téléphonique et gestion par courriel des demandes de renseignements
• Suivre les adhésions et les inscriptions
• Organiser la vie de l’association
• Faire le lien avec le conseil d’administration
• Réaliser des demandes de subventions en lien avec le conseil d’administration
• Suivre la comptabilité et les budgets en collaboration avec le conseil d’administration et le cabinet comptable
• Coordonner les différentes conventions en lien avec les mairies et associations partenaires • Faire le lien administratif avec les professeurs

3. Animation :
• Animer ponctuellement des activités et évènements
• Lancer de nouvelles activités et évènements
• Soutenir et dynamiser les activités existantes, notamment par des recherches de fonds • Faire le lien avec les bénévoles et les animateurs.trices
• Organiser la partie logistique des stages
• Préparer les rentrées associatives en lien avec la personne chargée de l’enseignement • Assurer éventuellement des cours de breton

Les compétences associées
• Breton lu, écrit, parlé (niveau C1 DCL demandé)
• Maîtrise des outils informatiques (Suite Office)
• Maîtrise des outils de communication
• Expérience dans la gestion administrative
• Rigueur et organisation
• Grandes qualités relationnelles
• Autonomie et travail en équipe

Les éléments du poste
• CDI, convention collective de l’animation ECLAT
• Poste basé à Saint-Herblain (44) avec déplacements ponctuels
• Responsable hiérarchique : le Conseil d’Administration collégial de l’association.
• 35 h avec possibilité de dépassement de la durée hebdomadaire (réunions et/ou animations possibles le soir et le week-end) avec récupération.
• Date limite de dépôt des candidatures : 19 juin 2022
• Poste à pourvoir dès le 19 août 2022

Merci d’envoyer votre CV accompagné d’une lettre de motivation billingue à :
Kentelioù an Noz
12 bali an Añjevinier
44800 Sant-Ervlan
kenteliouannoz@gmail.com
02 40 20 39 74
07 68 47 22 25

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à kenteliouannoz@gmail.com