Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Kinnig-labour: Kargad.ez diorren Kreiz-Breizh

Kinnig-labour: Kargad.ez diorren Kreiz-Breizh

  • CDI
  • Karaez

Ofis ar brezhoneg

C’hoant hoc’h eus da labourat e brezhoneg ?
Fellout a ra deoc’h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er
gevredigezh ?
Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post diorroour.ez e Kreiz-Breizh.
Kefridi : E diabarzh pol Studi ha Diorren an Ofis publik e vo karget ar gwazour pe ar
wazourez da ziorren bezañs hag implij ar brezhoneg e Kreiz-Breizh. Bez’ en.he do da gas
raktresoù liammet ouzh diorren hentadoù divyezhek er skolioù, kas ar c’houlzad Ya d’ar
brezhoneg da benn er bed publik hag er bed prevez ha skoulmañ darempredoù gant
dilennidi ar vro evit lakaat implij ar yezh da greskiñ e Kreiz-Breizh.
Profil goulennet : BAC + 3, live B2 e brezhoneg. Aotre-bleinañ B.
Barregezh da urzhiañ e labour. Anaoudegezh eus bed an deskadurezh. C’hoant deskiñ hag
ersavusted. Darempredoù aes gant an dud. Barregezh d’en em ober diouzh an degouezhioù
ha da gaout intrudu.
Doare implij : leunamzer
Pad : 35 eurvezh
Lec’h labour : sez Ofis publik ar brezhoneg e Karaez
Rez : Implij er rummad B
Deiziad kregiñ war ar post : 01.04.2022
Deiziad diwezhañ da lakaat e anv : 31.03.2022
Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat e.he anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en
div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270
Karaez-Plougêr.
Postel : ofis29@opab.bzh
Pellgomz : 02 98 99 30 10

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à ofis29@opab.bzh