Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Kontour·ez Skolaj Diwan Bro Dreger ha Lise Diwan Karaez

Kontour·ez Skolaj Diwan Bro Dreger ha Lise Diwan Karaez

Site web Diwan Breizh

Ur rouedad skolioù kevredigezhel, laik digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv ez eo an hentenn
gelenn nemeti hag a ginnig ar c’helenn brezhoneg dre soubidigezh. Krouet eo bet Diwan 43 vloaz zo
hag ez eus bremañ 48 skol, 6 skolaj ha daou lise er 5 departamant Breizh.
Emaomp o klask ur g·c’hontour·ez e karg eus merañ kontoù Skolaj Diwan Bro Dreger ha Lise Diwan
Karaez.
Dindan kiriegezh renerezhioù ar skolaj hag al lise e labouroc’h ivez gant teñzorerien an AEPoù. Evit kas
ho kefridi da benn e voc’h skoazellet gant sekretourva an div skol hag e voc’h ivez e darempred gant
an dud a vicher er gevredigezh. Bez ho po da vont en daou lec’h ha rannet e vo hoc’h amzer labour
etre an daou.
Ho labour a vo
– Ober war dro ar gontouriezh hollek (ar skriturioù betek ar bilañs ha kontoù ar bloaz)
– Sevel fakturennoù familhoù ha pratikoù,
– Enkefiañ, heuliañ ar paeamantoù, gwiriekaat ar c’hontoù-bank
– Merañ sokial (nebeutoc’h eget 10 implijad) : kevrat labour, fichennoù gopr, diskleriadennoù
sokial
Doare den klasket
Ur stummadur kontoù a zo ganeoc’h (BTS, DUT, Aotreegezh pe muioc’h) hag ur skiant prenet 3 pe 5
bloaz en un embregerezh pe en ur gevredigezh.
Ma n’ho pefe ket a-walc’h a skiant prenet war al lodenn sokial e vo tu deoc’h bezañ sikouret gant an
dud a vicher er gevredigezh met ret eo deoc’h koulskoude kaout un anaoudegezh diazez war an
danvez.
Yezh labour an daou lec’h eo ar brezhoneg. Erbedet mat eo eta d’an den a gemero ar post gouzout
brezhoneg dre skrid ha dre gomz.
Un den aketus oc’h ha plijout a ra deoc’h selaou an dud hag eskemm ganto. Barregezhioù zo ganeoc’h
evit kregiñ gant ur post en ul lec’h nevez o vezañ buan en ho aes.
Titouroù-all
CDI leun amzer bloazieket
Devezh kregiñ : an abretañ ar gwellañ
Gopr : Kael « Rummad B » an deskadurezh stad
Lec’h labour : Al lec’h a c’hello bezañ dibabet gant ma vo skiant prenet ganeoc’h ha goude bezañ priziet hoc’h emrenerezh ganeomp.
Ma z’och dedennet gant ar post, trugarez da gas ho CV ha lizher emginnig da tuta@diwan.bzh.

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à tuta@diwan.bzh