Animatour brezhoneger

Site web Park natur rannvroel Arvorig
Animatour brezhoneger ar Park a vo e gefridioù pennañ ober war-dro abadennoù ha troiadoù henchet divyezhek ha sevel danvez evit an hanterouriezh divyezhek evit ar c’hallegerien ha brezhonegerien. Abadennoù ha troiadoù e brezhoneg a c’hell bezañ savet.
Ret e vo dezhañ ober ivez war-dro degemer an dud evit sikour ar gwazour a ra war-dro an degemer. An animatour a vo dindan beli renerez sevenadur hanterouriezh Park natur rannvroel Arvorig e liamm gant kenurzhierezh skipailhoù hanterouriezh ar Park hag animatourez dave domani Menez-Meur
Ar c’hefridioù pennañ a zo :
Ober war-dro abadennoù divyezhek galleg/brezhoneg dindan an amzer pe barzh salioù war demoù evel ar vevliesseurted tiadel ha gouez, an dremmvroioù, metoù naturel Breizh..
Ober war-dro abadennoù divyezhek e-pad gouelioù bras pe e buhez ordinal an domani hag hini ar Park.
Ober war-dro abadennoù divyezhek ‘barzh ar skolioù
Ober war-dro abadennoù e brezhoneg hag abadennoù all e galleg e domani Menez-Meur ha war tiriad ar Park.
Kemer perzh e diorren ar c’hevelerezhioù war dachenn ar brezhoneg
Sevel danvez hanterouriezh divyezhek o tegemer gallegerien ha brezhonegerien hervez c’hoantoù an dud
Leuniañ pajenn facebook domani Menez-Meur gant keleier e brezhoneg
Ret e vo ivez
Digeriñ an domani, gwerzhañ tikedoù evit mont ‘barzh evit sikour ar gwazour karget deus an degemer
Sikour ar gwazour a ra war dro an degemer el lec’h debriñ
Ober war-dro kefioù an tikedoù, ar stal hag al lec’h debriñ
Profil an den c’hoantet
· Mestroniañ ar brezhoneg skrivet ha komzet
· Gouiziegezhioù naturour ha gouiziegezhioù diwar-benn ar gladoù naturel ha sevenadurel lec’hel
· Gouiziegezhioù diwar-benn buheziñ ar strolladoù pedagogiezh ar vugale, reolennoù surentez evit degemer ar strolladoù ….
· Mestroniañ ar benveg urzhiataerezh
· Mestroniañ ar saozneg
· Gouzout yezh ar sinoù a vefe mat
Anavezout mont en-dro ar Parkeier natur rannvroel hag ar strollegezhioù tiriedel a vefe un dra vat
Barregezhioù ha Gouiziegezhioù dre ret
· Gouzout ober gant an dud
· Bezañ plijet da labourat ‘barzh ur skipailh
· Bezañ liesvarrek
· Bezañ urzhiet mat ha gouest d’ober hervez an ezhommoù
· Prest da reiñ amzer
· Troet war ar bedagogiezh
Divizoù ha redioù
Kevrat termenet a 9 miz amzer diglok
An amzer labour a red war ar bloavezh. Labouret ‘vez e-pad an dibenn-sizhun hag ar vakañsoù evit klotañ gant ar goulenn ha niver an dud o loc’hañ diouzh 24 eurvezh ar sizhunvezh.
Ar gopr a vo hervezh kaelioù goproù ar velestradurezh publik tiriadel
Ar post a zo diazezet e Hañveg evit kregiñ ‘benn ar 15 a viz C’hwevrer 2019
Abadennoù buheziñ diouzh abardaezh pe noz pe e-pad an dibenn-sizhun a rankit marteze ober war-dro
Skiant ar servij public
Aotre bleniañ B dre ret
Tu a zo lojañ war an domani (evit ur feurm a 150€)
Trugarez deoc’h da gas, araok an 25 a viz Genver 2019, hoc’h emstrivadur (ho lizher dorn skrivet hag ho C.V.) da
Prezidantez Park natur rannvroel Arvorig
15 plasenn ar Foarioù – BP 27
29 590 Le Faou
Darempred
Delphine KERMEL, renerez Sevenadur hanterouriezh
Audrey LE BOLLOCH, karget deus ar c’hoskor
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à recrutement@pnr-armorique.fr