0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

SKOAZELLER.EZ MERAÑ MELESTRADUREL

SKOAZELLER.EZ MERAÑ MELESTRADUREL

Site web Ofis publik ar Brezhoneg

Strollegezh: Ofis publik ar brezhoneg
Niver a bostoù : 1
Kinnig embannet d’ar : 05/11/2020
Post da vezañ pourvezet : diouzhtu
Deiziad termen da ginnig e anv : 20/12/2020
Doare an implij : Pad
Pad : 35 eur
Amzer labour : leunamzer
Lec’h labour : Ofis publik ar brezhoneg, 32 bis straed ar Verzherien, 29270 Karaez
Takad labour : bro Karaez

Munudoù ar c’hinnig

Rez : Digor d’an implijoù rummadoù B ha C, skoazeller.ez melestradurel pennañ 2l klas,
skoazeller melestradurel pennañ 1añ klas, skridaozer, skridaozer pennañ eil klas,
skridaozer pennañ 1añ klas

Deskrivadur an implij : enrollañ ar pezhioù kontouriezh, embann an teulioù hag an urzhioù
paeañ, heuliañ ar gontouriezh hag an teuliadoù social ha koskor (ehanoù kleñved,
vakañsoù, stummañ…)

Profil goulennet

Rikted ha barregezh d’en em aozañ (derc’hel d’an termenoù), evezhiegezh. Darempredoù
mat gant an dud diavaez hag ar gevelerien diabarzh. Bezañ prest d’ober war-dro labourioù
dic’hortoz. Diskouez bezañ gouest da vezañ emren ha da gaout intrudu, rentañ kont d’e
urzhaz. Mestroniañ mat ar binvioù bureveg (Word, Excel, logiciel Segilog). Doujañ d’an
urzhioù roet gant ar rener. Skiant-prenet war ar gontouriezh publik deuet mat.

Redi dibar : ober aes gant ar brezhoneg (live B2) deuet mat

Kefridi : degemer, renkañ, diellaouiñ, ober war-dro an teulioù hag ar paperioù
melestradurel resevet.

Sokial : heuliañ deiziadur an DAL hag ar vakañsoù. Heuliañ red-micher ar wazourien.
Heuliañ an teuliadoù kleñved, ragevezh ha kenwarez, heuliañ ar steuñv stummañ. Prientiñ
an diferadoù hag an divizadegoù evit ar C’huzul-merañ.

Kontouriezh : Heuliañ ar stokoù hag ar prenañ dafar bihan. Merañ ar chekennoù debriñ.
Darempredoù gant ar bourvezerien hag ar melestradurioù (Kreizenn-verañ, kontour
publik). Fakturenniñ, tremen enskrivadurioù al levrioù kontoù er meziant SEGILOG),
heuliañ ar c’hargoù hag ar goulennoù arc’hantaouiñ.

Darempred ha gouzout hiroc’h : al lizheroù emstrivañ (lizheroù emginnig ha CV) zo da
vezañ kaset en div yezh da : Itron prezidantez Ofis publik ar Brezhoneg /Office public de
la langue bretonne, 32 bis straed ar Verzherien, 29270 Karaez

Postel : ro
Pellgomz : 02 98 99 30 10

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à ofis29@opab.bzh