Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Kinnig-labour: Skoazeller.ez renerezh Ofis publik ar brezhoneg

Kinnig-labour: Skoazeller.ez renerezh Ofis publik ar brezhoneg

Ofis publik ar brezhoneg

C’hoant hoc’h eus da labourat e brezhoneg ?
Fellout a ra deoc’h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er
gevredigezh ?
Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post skoazeller.ez renerezh.
Kefridi :E diabarzh ar Pol merañ e harp ar Skoazeller.ez-renerezh ar pennrener hag ar
verourez-konterezh en o c’hefridioù. Merañ a ra peurgetket al lizheroù, an degemer, an
implijoù-amzer. Prientiñ a ra emvodoù ar C’huzul-merañ (KM) ha sevel a ra ar rentaoù-
kont.
Profil goulennet : BAC + 3, live B2 e brezhoneg.
Rigor, spered urzhiet (mont diouzh an termenoù ret), diskred micherel. Gouzout ober
diouzh an dud diavaez hag ar gevelerien diabarzh.
Doare implij : leunamzer
Pad : 35 eurvezh
Lec’h labour : sez sokial Ofis publik ar brezhoneg e Karaez
Rez : Implij er rummad B
Deiziad kregiñ war ar post : 01.04.2022
Deiziad diwezhañ da lakaat e anv : 10.03.2022
Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat e.he anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en
div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270
Karaez-Plougêr.
Postel : ofis29@opab.bzh
Pellgomz : 02 98 99 30 10

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à ofis29@opab.bzh