AESH e skol diwan Banaleg

skol diwan Banaleg
mplijer : Deskadurezh Stad – DSDEN 29
skolidi CP ha CM1
Padelezh : bloavezh skol 2021/2022
Eurioù : etre 15 ha 20 eurvezh/ sizhun war an amzer skol, diouzh kemenn an MDPH 29
Kefridioù :
Skoazell ur skoliad en e labour deskiñ (amzer klas, sport, oberennoù sevenadurel hag arzel)
Sikour ar skoliad diouzh e ziaesterioù (emzalc’h, deskiñ, chom war evezh, daremprediñ ouzh ar re all)
Degas ar skoliad da soñj er reolennoù hag en urzhioù-labour
Kenlabourat gant ar skolaer.ez evit azasaat al labour diouzh ezhommoù ar skoliad skoazellet
Krouiñ ul liamm a fiziañs gant ar skoliad
Kas ar skoliad war-zu an emrenerezh diouzh e ziaesterioù
Kenlabourat e lakaat e pleustr Program Skoazell Hiniennel ar skoliad m’emañ e karg (emvodoù gant ar familh, ar skipailh skoliañ)
Barregezhioù :
Brezhoneg komzet, lennet ha skrivet flour
Galleg komzet, lennet ha skrivet flour
Labourat a-skipailh
Bezañ dedennet gant al labour gant bugale
Doujañ ouzh kuzhuter al labour, lealded
Engouestl el labour ha c’hoant en em stummañ
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à skol@diwanbanaleg.bzh