Redek evit hor yezh ! / Courir pour notre langue !
Echu e oa ar Redadeg 2018 disul e Plouguerne. Ur fest bras a oa eno. Fest bras a oa bet ivez e Kemper pa oa loc’het. 1800 kilometr redet gant mignoned ar brezhoneg ha re ar yezhoù minorel a-hed hentoù Breizh. Na brav eo gwelout an dud-se o eskemm ar vazh-test etrezo, kilometr goude kilometr hep ehan ebet e-pad 8 devezh hag 8 nozvezh.
E pep kêr pe kêriadenn treuzet e oa bet memes startijenn, memes plijadur, memes mousc’hoarzhoù ouzh penn ar rederien hag ar rederezed a bep oad. Brezhoneg e pep lec’h, kanet, komzet, dre yezh ar sinoù zoken.
Laouen e oamp bet oc’h en em gavout gant amezeien kêriadenn ar brezhoneg, Skol Div Yezh a-gleiz da stand Roudour hag Tud Vouzar 29 a-zehoù deomp, war blasenn Sant Kaourintin d’ar 4 a viz Mae. Trugarez da Ti ar Vro Kemper, David, Klervi, Clelia hag an dud a-youl vat evit aozañ ar fest-noz. Trugarez ivez d’ar re o deus heuliet ar Redadeg evit kas t-shirtoù da zougerien ha da zougerezed ar vazh-test, evit reiñ surentez war an hent, ha d’ar re a lake jeu er mikro. Ar Redadeg a zo muioc’h eget ur redadeg. Un avantur mab-den an hini eo ouzhpenn !
La Redadeg 2018 s’est terminée dimanche à Plouguerneau. Il y a eu une belle fête pour l’arrivée comme à Quimper d’ailleurs pour son lancement. 1800 kilomètres ont été courus par les amis du breton et des langues minoritaires sur les routes de Bretagne. Qu’il est beau de voir s’échanger le témoin par les participants, kilomètre après kilomètre, pendant 8 jours et 8 nuits sans interruption.
Dans chaque ville ou village traversé(e), on a vu la même énergie, le même plaisir et les mêmes sourires sur le visage des coureurs et coureuses de tout âge. Le breton partout, chanté, parlé, signé même.
Nous sommes heureux de nous être retrouvés sur le village breton place St-Corentin le 4 mai avec nos voisins de stand, à gauche, les écoles Div Yezh et à droite les représentants du collectif des sourds du Finistère. Merci à Ti ar Vro, David, Klervi, Clélia et son équipe de bénévoles pour avoir organisé ce fest noz. Merci aussi à ceux qui suivent la course pour apporter les t-shirts aux porteurs de témoin, qui assurent la sécurité sur la route et à ceux qui animent la course au micro. La Redadeg est plus qu’une course. C’est une aventure humaine !