Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

post

Ul logo nevez evit Roudour / nouveau logo pour Roudour

Ul logo nevez evit Roudour / nouveau logo pour Roudour

Goude 10 vloaz ez eus bet divizet ganeomp cheñch logo. Fiziet eo bet al labour en Olwenn Manac’h, maketennerez e Speied. Ganti  e oa bet krouet logo Roudour 2010 ivez. Fellet ez eus bet deomp derc’hel d’hol livioù, glas, gwer ha gwenn. Dalc’het ivez an dresadenn oc’h aroueziañ ur roudour, war al logo abaoe penn kentañ ar scop er bloavezh 1995, 25 bloaz zo bremañ. Tri maen a ya d’ober anezhi bremañ e-lec’h pemp betek-henn. Dalc’het ivez arouez ar stêr stumm un dildenn dezhi (diouzh ar c’hiz er mare-mañ). Ul logo arnevesoc’h ha skañvoc’h eo deuet Olwenn a-benn da ginnig deomp ha lorc’h zo ennomp o tiskouez anezhañ deoc’h hiziv.

Après 10 ans, nous avons souhaité changer de logo. Le travail à été confié à Olwenn Manac’h, maquettiste à Spézet. C’est elle qui avait déjà créé le logo de Roudour en 2010. Nous avons souhaité conserver nos couleurs, bleu, vert et blanc. Le dessin schématisant le gué a aussi été conservé, celui-ci est présent sur le logo de Roudour depuis les débuts en 1995, il y a vingt-cinq ans. Il est dorénavant constitué de trois pierres au lieu de cinq. Nous retrouvons aussi la rivière en forme de tildé (très à la mode ces temps-ci). Olwenn a réussi à nous proposer un logo plus moderne et plus épuré et nous sommes fiers de vous le présenter aujourd’hui.