Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

post

Neventi 2019: ur staj brezhoneg en natur

Neventi 2019: ur staj brezhoneg en natur

Kinnig a reomp deoc’h deskiñ brezhoneg en natur e fin an hañv-mañ. Ur c’henlabour gant kevredigezh Koad ar Barzh e Melioneg eo ar staj-mañ.

Liammañ an deskiñ hag an natur eo pal ar staj-mañ. Meur a live a vo kinniget deoc’h, evel evit ar stajoù all.

Evit a sell ar staj brezhoneg:

  • Ar prantadoù kelenn a vo etre 9e ha 5e, evel boaz, kinniget gant stummerien Roudour
  • Mesket e vo ar prantadoù kelenn gant baleadennoù war-droad er vro, gweladennoù ha diziloadennoù a bep seurt

Tro-dro ar staj:

  • Tu a vo da gousket war al lec’h (gwelet prizioù an dachenn-gampiñ amañ)
  • Deuet mat e vo ho familh ivez, ur greizenn dudi e brezhoneg a vo kinniget d’ar vugale war an deiz, gant un animatour.ez a-vicher
  • Diouzh noz e c’hello bezañ kinniget abadennoù, beilhadegoù pe e c’hello pep hini ober ar pezh a gar

Un doare mat-tre da glozañ gant an hañv e-kreiz an natur e Kreiz-Breizh!h

Evit lakaat hoc’h anv, kit dre amañ.