Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

post

Prizioù 2020: Gourc’hemennoù ha trugarez

Prizioù 2020: Gourc’hemennoù ha trugarez

D’ar yaou 21 a viz Mae e oa bet embannet war France 3 roll al loreidi er rummad Embregerezh.

Aet eo ar maout gant an UJAP Kemper, ar c’hlub basket a-vicher hag a implij kalz ar brezhoneg en e vod da gehentiñ. Embannet ez eus bet ur c’heriaoueg eus ar basket e brezhoneg ganto, danevellet e vez ar c’hrogadoù e brezhoneg, ul labour dispar! Gourc’hemennoù dezho, gant ma vo diskouezet an hent gant an UJAP  da sportoù all er bloavezhioù da zont!

Gant Biocoop Karaez eo aet an eil priz. Pep tra zo kinniget en div yezh er stal. Gourc’hemennoù dezho ivez, gant ma vo diskouezet an hent gant ar Biocoop da stalioù all er bloavezhioù da zont.

Aet eo an trede priz gant Roudour. Ur gwir enor eo bet evidomp bezañ anvet ar bloaz-mañ. Evit ar stummadurioù Ambroug emañ ar priz. A-drugarez d’an doare hironet e c’hell pep hini deskiñ diouzh h.e lusk.

Fellout a ra deomp trugarekaat hor stajidi, da gentañ, a-drugarez dezho ha d’ur c’henlabour eus ar c’hentañ ganto emaomp o sevel ur benveg a-feson evit ar stummañ.

C’hoant hon eus trugarekaat ivez izili ar bodad hag o deus divizet dibab ac’hanomp e rummad an embregerezhioù.

Trugarez da David Charreteur eus an embregerezh Offpix hag en deus staliet al leurenn bellgelenn.

Trugarez c’hoazh d’ar re a labouromp ganto war ar pemdez, ar re a ra o seizh gwellañ evit diorren ar stummañ war ar brezhoneg, er rannvro, Lena Louarn ha Ronan Al Louarn, en Ofis, Fulup Jakez, Visant Roue hag ar re all. Ul labour a-zoare a vez graet ganto evit lakaat kreskiñ an niver a blasoù e stummadur hir a vloaz da vloaz ha ne vez ket anavezet a-walc’h, trugarez dezho.

Evit klozañ, trugarez ha gourc’hemennoù da holl stummerien hag izili ar gevelouri Roudour. Dibabet ez eus bet ganeomp holl mont war-zu niverelaat ar stummañ ha kadarnaet eo bet hon dibaboù gant darvoudoù ar mizioù diwezhañ.

Kendalc’het e vo da ziorren Ambroug evit bezañ gouest da ginnig ur programm stummañ klok hironet adalek miz Gwengolo 2020, ar bazenn da heul o vezañ kinnig ur programm klok e pellstummañ a-benn miz Gwengolo 2021.

Dazont ar stummañ eo an niverel hag an hironañ ha kenderc’hel a raio ar scop Roudour da glask kinnig deoc’h ar gwellañ doareoù deskiñ.