Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

post

Erruet eo roll hor stajoù hañv 2021 ! Notre programme de stages d’été 2021 est arrivé !

Erruet eo roll hor stajoù hañv 2021 ! Notre programme de stages d’été 2021 est arrivé !

E galleg dindan / En français en-dessous 👇

E-pad an hañv e c’hellit deskiñ brezhoneg er maez, war varc’houarn, war droad pe e-diabarzh, war al lec’h !

✍️ Kinnig a reomp eizh staj war al lec’h :
* E Kemper eus ar 5 d’an 9 a viz Gouere ha eus an 23 d’ar 27 a viz Eost.
* En Oriant eus ar 26 d’an 30 a viz Gouere.
* E Brest eus an 9 d’an 13 a viz Eost.
* E Plistin eus ar 16 d’an 20 a viz Eost.
* E Konk Kerne eus ar 16 d’an 20 a viz Eost.
* En Henbont eus an 23 d’ar 27 a viz Eost.
* E Lesneven eus an 23 d’ar 27 a viz Eost.

Petra a vo kinniget e stajoù war al lec’h ?
Kinniget e vo kentelioù war al lec’h dre liveoù. Graet e vo poelladennoù dre gomz ha dre skrid. Lakaet e voc’h da zeskiñ dre ar jestroù ar pezh a vo goulennet gant ar stummerien hag ar stummerezed. E-mod-se e vez desket ur yezh gant ar babigoù da skouer. A-drugarez d’hon hentennoù Deskiñ Buan e vo dalc’het soñj ganeoc’h eus gerioù, stummoù frazennoù ha troioù-lavar brezhonek. Desket e vo ganeoc’h en un doare efedus-tre hep merzhout !

🚶 Kinnig a reomp daou staj war droad :
* E Bro Douarnenez eus an 12 d’ar 16 a viz Gouere.
* E Bro Logonna eus an 26 d’an 30 a viz Gouere.

Petra a vo kinniget ?
Dre vras e vo kinniget kentelioù diouzh ar mintin ha pourmenadennoù goude kreisteiz (etre 10-20 km) hervez al liveoù. Kejet e vo gant brezhonegerien ar vro. Diouzh an amzer e c’hell cheñch ar roll.

🚴 Kinnig a reomp daou staj war varc’h-houarn.
* E Kreiz Breizh eus an 2 d’ar 6 a viz Eost.
* E Bro an Intel eus an 9 d’an 13 a viz Eost.

Petra a vo kinniget ?
Dre vras e vo kinniget kentelioù diouzh ar mintin ha pourmenadennoù goude kreisteiz hervez al liveoù. Muioc’h a c’hentelioù a vez graet evit al live deraouidi. Diouzh an amzer e c’hell cheñch ar roll.

Penaos e c’hellan gouzout ma live brezhoneg ?
Gallout a rit mont war hol lec’hienn hag ober hon amprouadennoù hon eus savet (etre al live A1 ha B1). Pellgomz deomp evit tremen al liveoù uheloc’h.

250€ eo priz hiniennel ar staj.

Penaos lakaat e anv ? Klikit war al liamm-mañ.

Ma n’emaoc’h ket o chom er vro e c’hellit mont da gousket e ti ur brezhoneger pe ur vrezhonegerez ma fell deoc’h. Roll brezhonegerien ar vro zo ganeomp. Prest in da lojañ ac’hanoc’h evit ur priz izel (dindan 20€ an nozvezh evit al lodenn vrasañ).

Cet été, vous pourrez apprendre le breton à l’intérieur, à l’extérieur, à pied ou à vélo !

✍️ Nous vous proposons huit stages en présentiel :
* A Quimper du 5 au 9 juillet et du 23 au 27 août.
* A Lorient du 26 au 30 juillet.
* A Brest du 9 au 13 août.
* A Plestin-les-Grèves du 16 au 20 août.
* A Concarneau du 16 au 20 août.
* A Hennebont du 23 au 27 août.
* A Lesneven du 23 au 27 août.

Que sera-t-il proposé ?
Nous vous proposerons des cours en présentiel dans lesquels vous serez répartis par niveaux. Vous aurez des exercices écrits et oraux à faire. Vous serez amenés à accomplir par le geste ce que vous demanderont les formateurs et les formatrices. C’est de cette façon que les enfants apprennent leur langue maternelle par exemple. Grâce à ces méthodes d’Apprentissage Accéléré, vous retiendrez rapidement les mots, les tournures de phrases et les expressions caractéristiques de la langue. Vous apprendrez très efficacement sans vous en rendre compte !

🚶 Nous vous proposons deux stages à pied :
* Dans le Pays de Douarnenez du 12 au 16 juillet.
* Dans le Pays de Logonna du 26 au 30 juillet.

Que sera-t-il proposé ?
De manière générale, des cours vous seront proposés le matin et des balades l’après-midi (entre 10 et 20 kilomètres) selon les niveaux de langue. Vous discuterez avec des bretonnant·es du pays. Le programme est amené à changer selon le temps.

🚴 Nous vous proposons deux stages à vélo :
* Dans le Centre Bretagne du 2 au 6 août.
* Dans le Pays d’Etel du 9 au 13 août.

Que sera-t-il proposé ?
De manière générale, des cours vous seront proposés le matin et des balades l’après-midi (entre 10 et 20 kilomètres) selon les niveaux de langue. Il y aura plus de cours pour les personnes débutantes. Le programme est amené à changer selon le temps.

Comment puis-je connaître mon niveau de langue ?
Nous avons conçu des tests disponibles sur notre site internet (du niveau A1 au B1). Vous pouvez nous téléphoner pour les niveaux supérieurs.

Le prix individuel de chaque stage est de 250 €.

Comment s’inscrire ? Cliquez sur ce lien.

Si vous n’habitez pas dans le coin, vous pouvez aller dormir chez un bretonnant ou une bretonnante si vous le souhaitez. Nous avons une liste de personnes bretonnantes prêtes à vous loger pour un prix bas (moins de 20 € la nuit pour la majeure partie).