Kenurzhier·ez
DESKRIVADUR AR POST
Merañ teuliadoù melestradurel liammet gant an izili ha buhez ar gevredigezh (kontouriezh,
titouriñ, heuliañ…). Kehentiñ (lizher-kelaouiñ, lec’hienn internet…). Kenurzhiañ ar bodadoù
gant an dud a-youl vat (bodad darvoudoù gant festival Raok an Hañv en o zouez, bodad
kenhentiñ, bodad kumuniezh, bodad skrivañ evit pajenn ar Poher e brezhoneg…). Kinnig ha
buheziñ abadennoù evit lakaat war-wel ar gevredigezh ha kas war-raok ar brezhoneg er vro.
Post da bourveziñ d’ar 17 a viz Meurzh 2025.
Gopr : emglev a-stroll ar buheziñ (ECLAT), strollad F ( kenefeder 350, da lavaret eo :
2463.44 € kriz / miz)
Deiziad diwezhañ evit kinnig e/he emstrivadur : 28/02
Muioc’h a ditouroù : raok.bzg@gmail.com pe 06 61 95 29 16
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à raok.bzg@gmail.com