Un animatour / animatourez evit ober e brezhoneg war dro bugale vihan

Site web Babigoù Breizh
Pal :
Implij barregezhioù micher evit harpañ hor raktres degemer e brezhoneg bugale bihan, o toujañ da Garta
Degemer ar Vugale Vihan.
Kefridi :
Degemer hag ambroug ar vugale hag o ziegezh (pa vefe ar bugel nammet pe gant ur c’hleñved
pad) o klotañ gant Raktres Desevel ar vagouri.
Kemer perzh e emvodoù ar strollad degemer hag er c’houzaldoù dielfennañ an doareoù micherel.
Ambroug ar bugel en e ziorren hag e zizoloadennoù, a vo graet hervez doareoù ar fiñval frank hag
oc’h heuliañ e lusk hag e ezhommoù.
Kaout bepred un darempred a fiziañs hag a genlabour gant ar gerent hag an harperien a youl-vat.
Ober war dro ezhommoù fizikel, fiziologel hag afektivel ar bugel (debriñ, ober war dro e gorf,
kousket ha mont e darempred ..) dindan evezhiegezh an davead / daveadez deknikel.
Kemer perzh e labourioù boutin an annez (merañ ar stokoù, ar predoù, al lienaj, ha kempenn al
lec’h).
Ober war dro prantadoù digeriñ ha klozañ an annez.
Doare klasket :
Brezhoneger /Brezhonegerez, gant an diplom CAP Degemer ha desevel ar vugale vihan (DDVV),
pe barrek war an doare d’ober gant bugale bihan.
Bezañ a-du gant talvoudoù hor raktres brezhoneg.
Gouiziadennoù :
Bred ar bugel (gouzout dre vras).
Kammedoù diorren ar bugel.
Reolennoù diazez ar surentez ha mad ar c’horf.
Doareoù pedagogel hag ober a glot gant ar vugale vihan (war dachenn ar fiñval, ar c’hrouiñ, an
arouez hag an anavezout).
Pep barregezh war zachenn an arz, ar sport pe ar c’hoari a vo istimet.
Gouzout ober :
Bezañ war evezh ezhommoù ha c’hoantoù ar bugel, ha reiñ ur respont a zere.
Rakverzout an ezhommù hag ar c’hoantoù-se, hervez anaoudegezh ar bugel hag an diegezh.
Aozañ an devezh-labour hervez an anaoudegezhioù-se.
Gouzout labourat a-gevret gant tud all ar skipailh.
Gouzout bezañ :
Bezañ a-du gant raktres ober gant ar brezhoneg.
Bezañ diere
Bezañ leun a startijenn
Gouzout selaou ha klevout pep bugel ha pep den en oad a zo tro dro.
Annez : Babigoù Bro Gwened, kevredigezh hep pal arc’hant.
Lec’h : 125, bali Marichal Juin e Gwened
Kevrat : CDI leun amzer- Emglev-stroll Alisfa
Deroù ar c’hevrat (da dabutal): 16//10/ 2023
Gopr miz kriz: 1823,07€
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à erwan.ollivier@yahoo.fr