Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

post

Un abeg mat da zeskiñ brezhoneg – Une bonne raison d’apprendre le breton

Un abeg mat da zeskiñ brezhoneg – Une bonne raison d’apprendre le breton

Setu roet lañs d’ar c’houlzad kehentiñ 2020 gant Ofis publik ar brezhoneg. Embannet eo bet ar skeudenn nevez evit brudañ ar c’helenn d’an dud deuet. Ar bloaz-mañ ez eus bet lakaet war wel un tad hag e verc’h evit bukañ ar gerent. Kalzig a vugale zo skoliataet e brezhoneg hiziv an deiz (re nebeut c’hoazh evel-just, tost da 20 000 memestra) hag evit an darn vrasañ anezho ne oar ket o zud ar yezh. Padal eo pouezus-tre krouiñ ul liamm gant ar yezh er familh, kuit na chomfe ar brezhoneg yezh ar skol.

La campagne de communication 2020 de L’Office Public de la langue bretonne est lancée. Le nouveau visuel pour promouvoir l’enseignement aux adultes a été dévoilé. Il met en scène cette année un père et sa fille et cible les parents. Un bon nombre d’enfants sont scolarisés en breton aujourd’hui (trop peu bien sûr, près de 20 000 tout de même) et pour la plupart d’entre eux, les parents ne parlent pas la langue. Il est pourtant très important de créer un lien avec la langue dans la famille, pour ne pas que le breton reste la langue de l’école.