Saisissez votre mot-clé

post

Bloavezh nevez, brezhonegerezed nevez!

Bloavezh nevez, brezhonegerezed nevez!

Degouezhet eo stajiadezed miz Genver e kreizenn stummañ Kemper. Dimerc’her, e oa bet degemeret ar pemp plac’h gant Jerom, Andrev hag Aleksandra evit o faz kentañ e brezhoneg. A-benn 6 miz e vint gouest d’en em lakaat war ar renk evit ar c’hinnigoù labour gant ar brezhoneg ret, er vro. Niverusoc’h-niverusañ int, hag heuliañ ur stummadur e brezhoneg eo ur chañs ouzhpenn. Hiziv emañ an distro skol ivez, evit ar re a zo kroget o stummadur ganto e miz Gwengolo goude un tamm diskuizh. Plijus ha drev e oa ar gejadenn etre an daou strollad. Ar gaoz a c’hall kregiñ etrezo… E Brezhoneg evel just!

Les stagiaires du mois de janvier sont arrivés au centre de formation de Quimper. Les cinq femmes ont été accueillies hier pour leur premier pas en breton par Jerom, Andrev et Aleksandra. Dans 6 mois elles seront capables, elles aussi, de se positionner sur les offres d’emploi de la région qui demandent la maîtrise de cette langue. Celles-ci sont de plus en plus nombreuses et cette formation sera sans conteste, un atout supplémentaire. Aujourd’hui, après un peu de repos, c’est aussi la rentrée de ceux qui ont commencé leur formation en septembre. L’occasion d’une rencontre sympathique et joyeuse entre les deux groupes. Et c’est parti pour échanger… En breton évidemment!

Aucun commentaire

Ajouter votre commentaire

Votre adresse email ne sera pas publiée.