Ur bam, neketa? Stupéfiant, n’est ce pas?
« Me zo bamet atav dirak an dud war an oad o teskiñ ar yezh! » a lâr Dewi e skol-veur Kemper evit enroladenn an abadenn « C’hoari ha Deskiñ ». En devezh-se e kemere perzh ur stajiadez deomp, Tinaig, gant perzhidi all, eus ar gevredigezh Mervent. An holl a oa o teskiñ brezhoneg abaoe daou pe dri miz nemetken. Pegen fier e c’hallont bezañ! Bamet omp holl ivez o welout anezho o kompren ar goulennoù, o respont mat, hag o tapout ar maout zoken, a-benn ken nebeut all a amzer. Gourc’hemmennoù deoc’h tudoù! ha gourc’hemmennoù d’o stummerien ivez!
Sellit ouzh an abadenn amañ.
« Je suis toujours stupéfait de voir des adultes ainsi apprendre la langue! » dit Dewi à l’U.B.O de Quimper pour l’enregistrement de l’émission « c’hoari ha deskiñ ». Ce jour là, participait Tinaig, une de nos stagiaires, en présence de stagiaires de l’association Mervent. Tous apprenaient le breton depuis seulement 2 ou 3 mois. Comme ils peuvent être fiers! Nous sommes tous aussi stupéfaits de les voir comprendre les questions , bien y répondre, et même gagner la partie, au bout de si peu de temps. Bravo à eux! Et félicitations aussi à leurs formateurs!
Voir l’émission ici.