Kazetenner·ez radio
Site web Brudañ ha Skignañ - Radio Breizh
Framm : BRUDAÑ HA SKIGNAÑ
Tachenn : Kazetenniñ
Doare : 35e/sizhun – CDI (kevrat vicherel ma ve ezhomm)
Plas-labour da bourveziñ : ar buanañ ar gwellañ
Deskrivadur ar plas-labour :
– Bezañ perzh en abadenn “Keleier ar Vro” savet gant kazetennerien·ezed Brudañ ha Skignañ, skignet gant Radio Bro Gwened, Radio Kreizh Breizh, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
– Embann an abadenn geleier, sevel ha frammañ pennadoù-kaoz.
– Labourat abred diouzh ar mintin hag e-kerzh an dibenn-sizhun.
Skoazellet e vo an den pa grogo gant al labour.
Stumm den emaomp o klask :
– Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1)
– Bezañ en ec’h/hec’h aes gant un urzhiataer (meziantoù Office, Audacity, Reaper…)
– Skiant-prenet e bed ar c’hazetenniñ a vo deuet mat met deraouidi a vo degemeret ivez
– Bezañ emren ha gouest da labourat a-stroll
– Gopr hervez emglev ar c’hazetenniñ
– Kaout un aotre-bleniañ hag un oto
=> Kas ur CV hag ul lizher emginnig dre bostel a-raok an 8 a viz Gwengolo 2024
=> An emgavioù tuta a vo d’an 19 a viz Gwengolo 2024
Darempred :
contact@radiobreizh.bzh hag Alan Kloareg, prezidant Brudañ ha Skignañ a.kloareg@gmail.com
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à contact@radiobreizh.bzh