Logo Loading
0
  • An empty cart

    You have no item in your shopping cart

Enter your keyword

post

Nullet abadenn ar Prizioù abalamour d’ar c’hurunviruz

Nullet abadenn ar Prizioù abalamour d’ar c’hurunviruz

Kelaouet e oamp bet dec’h gant France 3 ne vefe ket dalc’het abadenn ar Prizioù e Fouen digwener evel raktreset. Kement-se « a-benn doujañ d’ar steuñv lakaet e plas gant France Télévisions evit gwareziñ rak ar c’hCovid-19 ».

Roudour zo bet anvet er rummad Embregerezhioù evit ar stummadurioù Ambroug, stummadurioù hironet anezho, o veskañ prantadoù war al lec’h ha prantadoù a-bell.

Evit ar re o doa raktreset dont da arvestiñ ouzh an abadenn ne vo ket da vont betek Foen neuze.

Evit erlec’hiañ an abadenn e kinnig skipailh France 3 aozañ Sizhunvezh ar brezhoneg war France 3 Breizh.

E-pad ar sizhun e vo lakaet war wel ar re anvet er Prizioù en Taol lagad da vare kreisteiz ha dizoloet gant piv eo aet ar maout bemnoz, da vare keleier Breizh.

D’al lun 23 e vo ar strollegezhioù, d’ar meurzh ar c’hleweled, hag evel-se betek ar sul.

Emgav a roomp deoc’h d’ar 26 a viz Meurzh, da 7e dirak ho skramm neuze, evit gouzout hag-eñ eo aet ar maout gant Roudour er rummad Embregerezhioù.