Brezhoneg Kerne Izel gant Andrev Sezneg / Journée d’étude sur le breton du Sud Cornouaille et accent tonique avec Andrev Sezneg
07/12/2019
9e mintin > 5e goude-merenn
E brezhoneg
Adalek 15 bloaz
25€
Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg e Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloeiñ brezhoneg Kerne Izel.
Roll-labour an devezh :
– An taol-mouezh er ger (hirder pe berrder), er strollad-anv, er frazenn diwar André Sinou, brezhoneg Lechiagad Hor Yezh 1999, reolenn laket da dalvout war Brezhoneg Kerne-Leon-Treger
– Selaou enrolladennoù evit meizañ mat ar perzhioù gwelet hag evit distagañ anezho diwar lenn goude deoc’h selaou : a-stroll da gentañ hag a-skipailhoù da c’houde. Flouraat e zoare distagañ (meur a enrolladenn a vo kinniget deoc’h padal e c’hellit dont gant un enrolladenn hag a blij deoc’h ar brezhoneg enni daoust ma n’eo ket brezhoneg Kerne Izel).
– Lenn pennadoù-skrid, diwar gazetenn pe levr, ar flourañ ar gwellañ diwar bleustriñ, goude deoc’h merkañ an taolioù-mouezh enno.
– Kontañ un istor farsus berr, 5 linenn bennak dre lenn pe dre eñvor ma c’hellit.
Titouroù :
* 15 den d’ar muiañ
* Degemeret e vo ar re gentañ enskrivet
* Adalek 15 bloaz
* Live B1 d’an nebeutañ (tud a oar brezhoneg dija)
* Traoù da zegas : un enrolladenn, un alc’hwez USB, un urzhiataer hezoug (ma ez eus unan ganeoc’h), paper.
* Priz ar staj : 25€
* Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued
* Ret eo en em enskrivañ en a-raok, trugarez da lakaat hoc’h anv en ur leuniañ ar goulennaoueg amañ-dindan :