Saisissez votre mot-clé

post

Petra ho po? Qu’est-ce que vous prendrez?

Petra ho po? Qu’est-ce que vous prendrez?

Gant an tomm ma’z eo an amzer er mare-mañ, netra gwelloc’h eget ur banne hini fresk! Hag evit e zegemer, netra gwelloc’h eget ur c’hobeled graet e Breizh diwar danvez adaozet! Bravoc’h c’hoazh ma’z eo kinklet e brezhoneg gant Roudour! Laouen omp o profañ bep a hini deoc’h! Penaos ober evit tapout unan? Gwellañ tra eo kemer perzh en unan eus hor stajoù o tont: en Oriant, e Karaez, e Brest, e Plistin, e Kemper pe e Melioneg. Ma n’hallit ket heuliañ ur staj en hañv-mañ e c’helloc’h dont da saludiñ ac’hanomp war al lec’hioù staj pe e burev Karaez hag a chomo digor an hañvezh-pad, roet e vo ho prof deoc’h gant plijadur ivez!

Avec ces chaleurs, rien ne vaut un bon verre bien frais! Et pour le contenant, rien de mieux qu’un gobelet fabriqué en Bretagne à partir de matériaux recyclés! Qui plus est s’il est décoré en breton par Roudour! Nous sommes heureux de vous en offrir un! Comment vous le procurer? L’idéal est de participer à un de nos prochains stages: à Lorient, à Carhaix, à Brest, à Plestin, à Quimper ou à Mélionnec. Si vous ne pouvez pas suivre de stage cet été, vous pourrez venir nous faire un petit coucou sur les lieux de stage ou au bureau de Carhaix qui restera ouvert tout l’été, nous vous remettrons votre cadeau avec plaisir!

Aucun commentaire

Laisser un commentaire

Votre adresse email ne sera pas publiée.