Sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh – skolaj / lise G/M
Site Diwan
Emañ ar Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan e Gwened o klask ur sekretour·ez divyezhek skolaj / lise (G/M) evit
kreñvaat ar skipailh e-pad 3 miz gant ar pal kas da benn al labour ouzhpenn e liamm gant an distro skol. Dindan atebegezh renerezh an ti skol e kenlabouroc’h gant holl izili skipailh ar skolaj : renerezh, buhez skol, skipailh kempenn, kelennerien, dilenidi Kuzul merañ ar skolaj.
Fiziet e vo ennoc’h :
– Sekretourva boutin
Degemer an dud war-eeun ha dre bellgomz ha kas anezho e darempred gant an dud dave.
Degemer ha treuzkas al lizhiri.
Degemer ha treuzkas ar mailoù.
– Sekretourva pedagogel
Ebarzhiañ an holl ditouroù a bouez evit ar familhoù, merañ an teuliadoù enskrivañ, kas anezho d’ar familhoù
hag ober war dro enrolladur ar skolajidi-liseidi en diazezoù akademikel. Dreist-holl e-barzh SIECLE (Système
d’Information pour les Elèves en Collèges et Lycée pour les Etablissements) a zo un diazez pouezus tre evit
skoliadur ar skolajidi-liseidi hag AGATE (meziant implijet er skolaj-lise evit mererezh an ti skol).
Daremprediñ gant ar rektordi diouzh an ezhommoù : teuliadoù kelennerien, beajoù…
Sevel pe prientiñ a bep seurt teuliadoù a sell an ti skol hag e vont en dro, da skouer (listenn diglok) : raktres
niver a vugale, yalc’hadoù, treziad diavez (forfait d’externat), steuñv an emgavioù pedagogel, heuliañ ar gevrat
gant ar stad.
Kenlabourat a dost gant kontouriezh an ti skol evit a sell fakturenniñ ar familhoù ha merañ ar bourchaserien.
Doare den
Skiant prenet war ar sekretourva a vo ret kaout evit dec’hel ar post-mañ.
Evit ar post-mañ eo ret bezañ evezhiek, emren ha bezañ aes gant an dud.
Ret e vo deoc’h mestroniañ ar poelladoù-mañ : word, excel, google workspace.
Bez ho po da implijout ivez poelladoù all a sell merañ an ti skol (Pronote, poelladoù akademiezh). Bez e
rankoc’h eta bezañ en ho aes gant an urzhiaterez.
Evel just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet, live B2 (DBY)
d’an nebeutañ.
Titouroù all
Deiziad enfredañ : Fin miz Eost
Doare kevrat : Kevrat termenet 4 miz pad – Kresk sammad labour berr pad
Padelezh amzer labour : 35e dre sizhun
Gopr : forc’hig 1867.02€ kriz miziek ha 1944.49€ kriz miziek
Lec’h labour : Skolaj-Lise ar Mor-Bihan – 13 straed de Michel de Montaigne 56000 GWENED
Ma z’och dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur a-raok an 23/08/2026 (CV + lizher emginnig) da tuta@diwan.bzh pe kit war lec’hienn Diwan, ivinell « Dibab Diwan » -> « Labourat e Diwan » ha loskit hoc’h emstrivadur (CV+Lizher en em ginnig).
Pour postuler, envoyez votre CV et votre lettre de motivation par e-mail à eil.derez@diwan.bzh