Sekretour·ez liesvarrek – Secrétaire polyvalent·e
Site Strollad ar Vro Bagan
Strollad Ar Vro Bagan a zo o klask un implijiad·ez nevez evit ur garg sekretourva melestradurezh, kehentiñ, kontadurezh ha daremprediñ.
Strollad Ar Vro Bagan a zo ur gevredigezh c’hoariva e brezhoneg. Kinniget e vez pezhioù-choari evit an holl, er salioù hag en diavaez, a-hed ar bloaz. Ouzhpenn-se, aozet e vez gant ar strollad stajoù c’hoariva er skolioù, kentelioù brezhoneg hag obererezhioù sevenadurel. 5 implijiad a zo er skipailh (3 animatour·ez-komedian·ez, ur gemenerez hag ur sekretourez) hag ouzhpenn e kaver tud all o kemer perzh : komedian·ez·ed, teknikourien·ezed,sonerien·ezed hag ur bern tud a-youl vat.
Etre ar o4/05/2026 betek ar 05/06/2026
Lec’h labour : Plougerne
Kevrad : Kevrad termenet – Leun amzer
Gopr : Gopr hervezh taolenn strollad 8 ar c’henemglev strollegel « kevredigezh arz ha sevenadur » – Idcc 1285
KARGOÙ :
Ar sekretour·ez a genlabouro gant skipailh an implijidi hag izili ar c’huzul-merañ. Setu ar c’hargoù :
·Merañ an teuliadoù melestradurel (goulennoù yalc’hadoù, aotreoù, merañ an teuliadoù sokial, fichennaoueg an izili… )
·Degemer dre bellgomz ha merañ al lizhiri hag ar posteloù
·Daremprediñ gant an izili hag ar genlabourerien
·Sevel rakprizioù, kontradoù ha fakturennoù ar pezhioù-choari hag obererezhioù ar strollad, heuliañ ar paeamantoù
·Brudañ ar pezhioù-choari
·Ober war-dro gwerzhañ ar bilhedoù
PROFIL :
Kaout barregezhioù teknik ha micherel. Emaomp o klask unan bennak gant anaoudegezhioù war dachenn ar vuhez kevredigezhel, dedennet gant sevenadur Breizh hag ar c’hoariva. Ar spered skipailh a zo un dra bennak
pouezus evidomp. Kompren ha kaozeal brezhoneg a vefe brav. Ezhomm e vo unan bennak aes ober gantañ·i war an eurioù-labour, dreist-holl pa vez displeget ar pezhioù-c’hoari (dibenn-sizhun,echuiñ diwezhat). Bezañ urzhiet hag aozañ al labour war ar sizhun a vo ret.
Mont e darempred
Pellgomz 02.98.04.50.06 | 06.07.49.64.20
Lec’hienn www.arvrobagan.bzh
Postel arvrobagan@orange.fr
Chomlec’h 95 Hellez Tosta 29880 Plougerne
********************************
Le conseil d’administration de Strollad Ar Vro Bagan recrute un·e salarié·e sur un poste de secrétariat pour des tâches d’administration, de communication, de comptabilité et de relation publique.
Strollad Ar Vro Bagan est une troupe de théâtre en breton. L’association réalise des spectacles tout public, en salle et en extérieur, tout au long de l’année. Elle propose également des activités culturelles, des stages de théâtre en école et des cours de breton.
Il y a 5 salariés dans l’équipe (trois animateur·ice·s-comédien·ne·s, une costumière et une secrétaire) ainsi que des intermittent·e·s du spectacle, des technicien·ne·s, des intervenant·e·s et de nombreux·ses bénévoles.
Poste à pourvoir du 04/05/2026 au 05/06/2026
Lieu : Plouguerneau
Contrat : CDD – 35h
Rémunération : Salaire basé sur le groupe 8 de la convention collective « entreprises artistiques et culturelles » – Idcc 1285
MISSIONS :
En relation étroite avec l’équipe des salariés et le conseil d’administration, les missions couvriront :
· Gestion des dossiers administratifs de la troupe (demandes de subventions, demandes d’agréments, gestion des fichiers adhérents, gestion sociale, …)
· Gestion quotidienne des appels, courriers et e-mails
· Rédaction des devis, contrats et factures de vente des spectacles.
· Promotion des spectacles.
· Gestion de billetterie.
PROFIL RECHERCHÉ :
En plus des compétences techniques et professionnelles, nous recherchons une personne expérimentée dans le domaine associatif, ayant un intérêt pour la culture bretonne et le monde du spectacle.
La connaissance du breton, ou l’envie d’apprendre la langue, sera très appréciée.
Des horaires flexibles sont demandés, notamment en période de représentations (week-ends et soirées).
Enfin, une bonne organisation et un esprit d’équipe seront nécessaires pour répondre aux différentes tâches du poste.
Contact
Téléphone 02.98.04.50.06 | 06.07.49.64.20
Site web www.arvrobagan.bzh
Email arvrobagan@orange.fr
Adresse 95 Hellez Tosta 29880 Plouguerneau
Pour postuler, envoyez votre CV et votre lettre de motivation par e-mail à arvrobagan@orange.fr