Logo Loading

Enter your keyword

post

Ur raktres kevredigezh evit ar stajidi bet gant Roudour

Ur raktres kevredigezh evit ar stajidi bet gant Roudour

Lod eus ar stajidi hog o deus heuliet ar stummadur 9 miz e Kemper a ginnig krouiñ ur gevredigezh evit ar stajidi bet gant Roudour. Amañ dindan ar galv savet ganto:

Studierien omp e Stummadur Roudour dibaoe Miz Gwengolo 2018. Echu eo ar stummadur nav miz bremañ .

E-kerzh ar stummadur-mañ e vez goulennet sevel ur raktres diwar ar sevenadur pe ar yezh…

E-pad ar stummadur kentañ (6 miz) hor boa gwelet ne vez ket ken aes, a-wechoù kavout ur staj pe ul lec’h evit komz brezhoneg gant an dud.

Setu perak e soñjomp e vefe mat sevel ur gevredigezh gant stajidi bet e Roudour evit ober ul liamm etrezo ha stajidi da zont : ur seurt rouedad evit aesaat, sikour, ha kuzuliañ anezho pe kinnig kalz a obererezhioù (pourmenadennoù, eskemm, levrioù, dañsoù, muzik ha kuzulioù a bep seurt).

Evit ober an dra-mañ hon eus goulennet gant Roudour degas deoc’h al lizher-mañ evit bodañ an dud dedennet d’ar Sadorn 7 a viz Gwengolo 2019 e Karaez, e Ti ar Vro da ziv eur

Evit ar raktres-mañ hon eus ezhomm ac’hanoc’h ! Ma ‘z oc’h dedennet gantañ ez eus moaien da lakaat ho anv war ar follenn-mañ dindan ha degas anezhi dre bostel da galvandud@gmail.com

a-raok an ugent a viz Gwengolo 2019

A galon,

Yeltaz BERNEZ ha Sylvie STORMS