Devezh e Douarnenez – 20 a viz Even 2025
D’ar gwener 20 a viz Even e oa deuet strolladoù Pleiben ha Karaez da Zouarnenez evit tremen un devezh asambles gant ar stajidi. E-giz ma oa krog stajidi Douarnenez e miz Genver o doa c’hwitet an devezh-bodañ en Uhelgoad ha c’hoant bras a oa ganto d’ober anaoudegezh gant stajidi Roudour all evit komz asambles e brezhoneg.
An emgav a oa bet roet dirak ar MJC war ar Porzh Ruz, e-lec’h ma vez kavet hor sal-stummañ. Ur wech graet un dro evit klask derc’hel soñj eus an anvioù e oa poent displegañ ar c’hoari a vo graet a-hed ar mintinvezh : RALIBADOUARN, ur “bourmenadenn reteriñ” dre strolladoù evit ober ur valeadenn e Douarnenez, gwelout al lec’hioù brudetañ hag ober anaoudegezh dre strolladoù 3 pe 4 den. Pep skipailh en doa un anv hag ul lugan. Ar c’hoari-mañ a oa bet krouet gant Manon, ur stajiadez eus Douarnenez, e-kerzh he staj gant Katell Chantreau ha liseidi Karaez. Goulennoù (e brezhoneg evel-just !) a oa evit pep lec’h gweladennet. A-wechoù e c’hellemp kavout ar respont hon-unan hag a-wechoù e veze ret deomp goulenn gant an dud (tud ar stal-besked, tud an davarn, …). Setu al lec’hioù gweladennet e-pad ar valeadenn : Treuzell Jean Marin, Traezh an Dimezelled, Porzh Pesketa, Porzh ar Rosmeur, Ar c’houi, Plasenn Gabriel Peri, Plasenn an Ifern. Poentoù a oa evit pep goulenn ha poentoù ivez evit an 2 foto a oa da gemer (ha poentoù ouzhpenn evit dibarelezh ar foto !). An emgav a oa roet da 1e dirak ar MJC evit mont da zebriñ asambles war-lerc’h ha kontañ ar poentoù. Petra a oa da c’hounid ? Ur pakad kevrinus evel-just !! Ha petra ‘oa e-barzh ar pakad …? Ur pakad krampouezh eus Douarnenez !!
Aet e oamp da zebriñ ar pik nik en disheol e Treboul peogwir e oa tomm-tre an amzer. War-lerc’h bezañ debret e oa poent mont betek an draezhenn evit splujañ en dour ! Chom a rae deomp un nebeud amzer evit kanañ asambles. Stajidi Pleiben a oa krog gant ar gavotenn “Ar gorventenn” e-pad ma oa ar re all o tañsal war an draezhenn, an treid e-barzh an dour ! Da c’houde e oa tro skipailh Karaez gant ar ganaouenn “Duhont duhont àr ar mane”. Evit echuiñ e oa bet kanet “Ul labousig er c’hoad” da dri mouezh gant strollad Douarnenez. Pebezh sonadeg war an draezhenn !
Ken buan e oa tremenet an amzer ma oa poent mont kuit evit ar re o doa da vezañ distroet da 5e ‘ba Pleiben pe Karaez ! Evit ar re o doa c’hoant da chom un tamm pelloc’h e oa digor ar stal dienn skorn “Le Brise Glace” war ar Porzh Ruz. Gant an tomm ma oa an amzer ne oa ket moiaen nac’hañ un dienn skorn !
Trugarez d’ar stajidi evit an devezh plijus-se, da v/Manon evit ar c’hoari, ha d’ar stummerien.ezed Roudour (Nadège, Monna, Andrev, Cherm) hag a zo deuet da welet ac’hanomp war an aod !
Ken ur wech all ‘ba Douarnenez !
Ludmilla